Goulven Pennaod : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reizhad.
D Reizhad.
Linenn 28:
 
===Bugaleaj ha oad-krenn===
Lod eus e hendadoù a oa [[Chouanerezh|chouaned]] ha daou eus e dadoù-kuñv a varvas e [[Kamp Koñli|kamp Koñli]].<ref>La révolution bretonne permanente, Ronan Caerleon, 1969, p.42</ref> Desavet e voe en ur familh a vourc'hizion a gêr Sant-Maloù hag e studioù a reas en ur skolaj katolik enni. E-pad e oad-krenn e teskas brezhoneg, latin ha saozneg gant ar [[chaloni]] Havard, aluzener ar ''Jeunesse maritime chrétienne'' ("Yaouankiz kristen a vor") e-ser dont da vout broadelour gantañ, goude ma lakaas ar beleg Goulven Pennaod da lenn ''Istor Breizh'' an tad [[Herri Poisson]].<ref>La révolution bretonne permanente, Ronan Caerleon, 1969, p.43</ref>
 
===An [[Eil Brezel-bed]]===
Linenn 45:
« ''Goulven Pennaod, ne oa ket graet e bemzek vloaz gantañ e 1943. Tu ebet dezhañ da emezelañ ar Waffen-SS e kemeras perzh e strollad re yaouank Europe Nouvelle. Toull-bac'h Jacques Cartier e Roazhon, e 1945. Pemp bloavezh a zivri broadel abalamour d'e yaouankiz. [...] En em gavet eo e Bro-Gembre, soudard e lu kuzh an disrannerion. [...] Droug-hiraezh gantañ na vout graet ar brezel gant an trede Reich sokialour. Ar sokialour enep-komunour-se en em frealz en ur vont da vrezeliñ e Bro-Indez-Sina a-benn, emezañ, kendelc'her e "Groaziadeg enep-bolchevik" ''»<ref>« Goulven Pennaod n'avait pas quinze ans en 1943. Ne pouvant rallier la Waffen SS, il s'était inscrit aux jeunes de l'Europe nouvelle. Prison Jacques Cartier à Rennes en 1945. Cinq ans d'indignité nationale en raison de sa jeunesse. (...) Il se retrouve au Pays de Galles, soldat dans l'armée secrète des séparatistes. (...) Il traîne sa nostalgie de la guerre qu'il n'a pas faite aux côtés du IIIème Reich socialiste. Ce socialiste anti-communiste se console en contractant un engagement pour l'Indochine pour, disait-il, "continuer la croisade anti-bolchevique" » Saint-Loup, ''Les Nostalgiques'', 1967</ref>.}}
 
E [[1951]], e goñje a reas e [[Koblenz]] e [[Alamagn|Bro-Alamagn]]. E [[1952]], e lorc'has kuit da Vro-[[Indez-Sina]] hag is-letanant el [[Lejion estren gall]] e voe en [[emgann Diên Biên Phu]] :
 
E [[1952]], e lorc'has kuit da Vro-[[Indez-Sina]] hag is-letanant el [[Lejion estren gall]] e voe en [[emgann Diên Biên Phu]] :
 
{{Quotation |
Linenn 58 ⟶ 56:
===An enklasker war ar yezhoù keltiek ha war an drouizelezh===
[[Skeudenn:Coligny.jpg|thumb|right|[[Deiziataer Coligny]] ma labouras Goulven Pennaod diwar e benn.]]
Da gentañ e oa stag ouzh [[Ker-VreizVreizh]] e Pariz, ur greizenn vreizhatsevenadurel vroadelourbreizhat baganvroadelour, adalek ar [[bloavezhioù 50]] betek e varv ma teuas da vout drouiz enni hag e [[Goursez Vreizh|Gorsedd Breizh]].
 
Kregiñ a reas da studiañ pizh hag uhel ar yezhoù keltiek aba ma reas e soñj hen ober e [[1962]], p'edo war e leve. Deraouiñ a reas gant "notennoù a genelyezhoniezh" er gelaouenn ''[[Al Liamm]]'' (abaoe an niverenn 95) ha dezhañ da labourat gant Guy Etienne hag an ti-embann ''[[Preder]]'', koulz ha gant [[Strollad An Deskadurezh Eil Derez | S.A.D.E.D.]] (''Strollad An Deskadurezh Eil Derez''). Kenlabourat a reas ganto evit sevel kentelioù Istor, krennvrezhoneg ha gramadeg er bloavezhioù dek-ha-tri-ugent.
 
Diplomet e voe en ''École pratique des hautes études'' ("Skol pleustrek ar studioù uhel") Pariz war ar rusianeg hag ar saozneg, e 1982. Labourat a reas evit ar [[CNRS]] (savadur uhelañ Bro-C'hall evit an enklaskoù skiantel a bep seurt) asambles gant an enklasker ha kelenner, [[Paul-Marie Duval]], war un embann eus [[Deiziadur Coligny|deiziadur galian Coligny]], e 1986 . E 1985 e voe e-touez an dud a lakjont an arigrap war gKêr-Vreizh evit he dreiñ d'ur greizenn broadelour rik ha nevezpagan.
 
E [[1989]], daoust d'un diouer a ziplom a zoktorelezh e teuas da vout kelenner war ar yezhoù indez-europat e skol-veur Lyon III kent bezañ skarzhet abalamour d'e gealioù kenel-werinelour ha d'ar brud fall a oa o ren war ar skol-veur-se peogwir e tutas-hi meur a zengelennerien o doa labouret gant an naziedNazied hag eus an tu-dehou pellañ <ref>[http://www.angelfire.com/biz2/rlf69/CR/pinault.html Testenn a-zivout an afer-se e galleg]</ref>.
 
Goude ma 'z eas kuit eus skol-veur Lyon III e kendalc'has da skrivañ pennadoù e-barzh ar gelaouenn stag ouzh ar skol-veur-se ''Études indo-européennes'' ("Studioù Indez-europat") eus 1992 betek 1995.<ref>Gw. "''Après son départ de l'université lyonnaise, il continue cependant, de 1992 à 1995, à être accueilli dans les pages de la revue ''Études indo-européennes" éditée par Lyon III" In :"Petit dictionnaire des cultes politiques en France 1960-2000" gant Cyril Le Tallec. </ref>