13 652
kemm
D (corr using AWB) |
Arko (kaozeal | degasadennoù) (vioù-koukoug, kempenn) |
||
{{LabourAChom}}
An '''deiz''' eo ar [[koulad|c'houlzad]] etre ar [[sav-heol]] hag ar [[kuzh-heol|c'huzh-heol]] (pe "serr-noz"), etre div [[noz]], da lavaret eo prantadoù [[teñvalijenn]]. E-pad an deiz e weler sklaer ha luc'hus eo an [[oabl]] abalamour da c'houloù an [[Heol]]. Kemmañ a ra [[padelezh]] an deiz hervez ar [[koulz-bloaz|c'houlz-bloaz]] hag al lec'h war an douar. Keit ha 6 miz e c'hall padout an deiz e daou benn an [[Douar]].<br>
Dre astenn eo an deiz (pe an devezh) un deiz hag un noz asambles, met ar c'houlzad a zo etre un eur resis hag ar memes hini er memes lec'h d'an [[antronoz]] (d'an deiz a zeu goude an noz). Ar seurt koublad deiz ha noz a vez implijet pa lavarer eus seizh deiz ar sizhun.
==Unvezioù deiz==
Un unvez amzer eo an deiz ha pa n'emañ ket er SI e vez implijet
An '''deiz heolel''' eo ar c'houlzad ma'z eus ezhomm d'an [[Douar]] evit ober un dro pa vije posupl e welout a-ziwar an [[Heol]], mod-all eo ar c'houlzad a zo etre daou dremenad an Heol lerc'h-ouzh-lerc'h a-blom d'ar memes [[hedred]]. E-barzh ar c'houlzad-se ez eus troiadur an Douar war he ahel koulz hag e dremen a-hed e [[orbit]]. Dre [[emglev]] ez eus 24 eur e-barzh pep deiz eus zero eur betek hanternoz (hemañ a zo e 24 eur koulz hag en eur zero eus an deiz war-lerc'h).<br>
E-barzh ur bloaz (ur bloavezh) ez eus 365 pe 366 deiz (devezh).
* [http://herbert.gandraxa.com/herbert/lod.asp Penaos jediñ pegeit e pad an deiz (en saozneg)]
== Daveoù ha notennoù ==
{{Daveoù}}
[[Rummad:deizioù ar sizhun]]
|
kemm