Hong Kong : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù) Astenn + Liammoù |
Arko (kaozeal | degasadennoù) Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 12:
== Istor ==
Adalek [[Skrid-emglev Nankin]] e 1842 e teuas da vezañ un drevadenn eus ar [[Rouantelezh-Unanet]]. Restaolet e oa da Sina e 1997, dont a reas da vezañ [[Rannvro velestradurel arbennik]] kentañ Sina d'ar 1añ a viz Gouere. Chom a ra Hong Kong disheñvel a-grenn diouzh ar peurrest eus Sina. Ul [[Lezenn ziazez eus Hong Kong|Lezenn diazez]] a reol e renad politikel. Heuliañ a ra ar bennaenn « [[ur vro, div reizhad]] », a ro an tu da Hong Kong da viret he reizhiad lezennoù, he moneiz, he reizhiad politikel, he skipailhoù sport etrebroadel hag he lezennoù diwar-benn an embroerezh. Hervez disklêriadenn gumun Sina ha Breizh-Veur he deus prometet Republik pobl Sina e virfe Hong Kong un doare emrenerezh betek 2047 d'an nebeutañ, da laret eo 50 vloaz goude ar cheñchamant Stad.
Linenn 19 ⟶ 18:
=== Manifesdadegoù ha gourzhbonnadurioù e 2019 ===
D'an 9 a viz Mezheven 2019 ez eus ur milion a dud e Hong Kong evit manifestiñ a-enep an danvez-lezenn kinniget evit kas da Republik Pobl Sina an dud da vezañ barnet. D'ar 16 a viz Even ez eo 2 vilion a dud a zo o tibuniñ er straedoù. Dont a reont a-benn da gaout digarezioù ofisiel. D'ar 1añ a viz Gouere eo torret dorioù ar Vodadenn Lezennoù, ar parlamant lec'hel, gant manifesterien hag a ya e-barzh a-raok bezañ skarzhet gant ar polis. Nulet eo an danvez-lezenn d'an 8 a viz Gouere gant gouarnamant [[Carrie Lam]], met kenderc'hel a ra an Hongkongiz da vanifestiñ evit bezañ emrenoc'h diouzh Sina ha difenn an argerzh demokratekaat. D'an 13 a viz Eost en em vod tankoù [[Arme Dieubidigezh Pobl Sina]] en ur stad e [[Shenzhen]], ur gêr stok ouzh Hong Kong.
D'an 28 a viz Mae [[2020]], gant Bodadenn Vroadel ar Bobl, parlamant [[Republik Pobl Sina]], ez eus votet ul lezenn war "surentez ar vroad" hag a zo lakaet da dalvezout e Hong Kong, daoust d’an emrenerezh lec’hel a zo betek-henn.
== Armerzh ==
|