Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Kounaat: LTwdR > Restr all
Ar restr commons:File:Bundesarchiv_Bild_183-B10919,_Frankreich,_Internierungslager_Drancy.jpg oa bet lakaet e-lerc’h Bundesarchiv_Bild_183-B10919,_Frankreich,_Paris,_festgenommene_Juden_im_Lager.jpg ; Goulennet e oa gant [[commons:User:CommonsDelinker
Linenn 24:
 
==Ar fedoù==
[[File:Bundesarchiv Bild 183-B10919, Frankreich, Paris,Internierungslager festgenommene Juden im LagerDrancy.jpg|thumb|right|250px|Archer gall o tiwall [[kamp Drancy]] ma oa bet dastumet ar Yuzevien skrapet.]]
 
Harzet e oa bet {{formatnum:12884}} Yuzev e korn-bro Pariz, en o zouesk {{formatnum:4051}} bugel, {{formatnum:5802}} blac'h ha {{formatnum:3031}} paotr, hervez mammennoù zo. Hervez ar prefeti-polis eo {{formatnum:13152}} den<ref>http://www.aidh.org/Racisme/shoah/rafle/espoir01.pdf</ref> a oa bet tapet en holl. Dont a reas un niver bras a Yuzevien a-benn da dec’hout kuit a-raok bezañ skrapet, lod o vezañ bet kelaouet eus an taol a-raok, lod all gras d’an diegi o deus bet poliserien pe archerien zo da gas o labour da bennvat, pe c’hoazh a-drugarez da sikour hiniennoù all na oant ket Yuzevien. Poanius-kenañ eo stad an dud harzet hag un c’hant bennak en em zistruj war ar prim. Darn a zo kaset gant kirri-boutin da gamp [[Drancy]] war-eeun, e norzh Pariz. Er velodrom « Vel’ d’Hiv » er XVvet arondisamant eo bac’het ar peurrest, war-dro {{formatnum:7000}} pe {{formatnum:8000}} den. Dalc’het eo ar re-mañ eno e-pad 5 devezh eus renk, en ur stad vantrus : n'eus ket bet roet boued dezho koulz lâret, pe re nebeut; un diouer bras a zour da evañ a zo ivez war al lec'h. Ar braz eus ar brizonnidi a ranke staotañ ha kac’hat er plas ma oant parket... Goude ar pemp devezh-pad eo ingalet ar brizonidi etre kampoù [[Drancy]], [[Beaune-la-Rolande]] (Loiret) ha [[Pithiviers]], a-barzh dispellañ anezho e Kampoù ar marv aozet gant an nazied, evel hini [[Auschwitz-Birkenau]].