Henri Grégoire : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
==E vuhez==
Ganet e oa d'ar 4 a viz Kerzu 1750 e [[Vého]], nepell diouzh [[Lunéville]], en [[Trois-Évêchés]], a oa ur broviñs c'hall war harzoù [[dugelezh Loren]]. E dad, Sébastien Grégoire, a oa [[kemener]], hag e vamm Marguerite Thiébaut, a oa troet gant ar relijion.
 
Kregiñ a reas da studiañ da 5 bloaz gant person e gêriadenn, ha hennezh a welas diouzhtu e oa ur bugel speredek. Pa n'hallas kelenn netra ken d'ar bugel e voe kaset Henri da gaout an Aotrou Cherrier, person ar barrez amezek, [[Emberménil]], a oa stag Vého outi. Ha setu Henri, da 8 vloaz, krog da studiañ gant mibien uhelgargidi a oa e servij [[dug Loren]], [[Stanislas Leszczyński]], en oberennoù [[Jean Racine]], [[Vergilius]], hahag ar [[Grammaire générale de Port-Royal]].
 
Goude e voe kaset gant ar person-se da ober studioù da skolaj ar [[jezuisted]] da [[Nancy]], adal 1763 betek 1768. Eno e teuas da vout kamarad d'ur c'helenner, an Aotrou de Solignac, bet sekretour gant [[Stanislas Leszczyński]], ha hennezh a levezonas e skoliad o reiñ dezhañ da anaout mennozhioù ar Sklêrijennerien ha metoù an intelektualed lorenat. Eñvorennoù mat a zalc'has eus e studioù e ti ar jezuisted, goude ma rae ur rebech dezho:
*« Studiañ a raen e ti Jezuisted Nancy e-lec'h ma ne gavis nemet skouerioù ha deskadurezh talvoudus […] Betek ar bez e talc'hin ur soñj doujus eus ma c'helennerien petra bennak ma ne garan ket spered ar gevredigezh ...
 
==An Dispac'h==