Pêr Denez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 37:
 
== E red-micher ==
Kelenner war ar saozneg eo bet da gentañ, e [[Kemper]] hag e [[Douarnenez]]. Eno e krouas ur bagad.
 
[[Bernez an Nail]] a skriv e oa bet harluet e [[Périgueux]] e deroù e red-micher abalamour d'e vennozhioù a-du gant an emsav<ref>''Le Dictionnaire des romanciers de Bretagne''</ref>. Eno e teskas buan ar c'hatalaneg.
Linenn 47:
Desket en doa Pêr Denez an [[esperanteg]] ivez dre ma 'z eo ur yezh hollvedel, ha krouet kentelioù esperanteg e Skol-Veur Roazhon 2 d'ar c'houlz ma oa e penn ar rann geltiek. Kement-se a ziskoueze e oa digor d'an holl sevenadurioù. Ezhomm en doa bet eus an esperanteg evit komprenn testennoù lennegel polonek hag ouzbek na oant ket bet troet e galleg met en esperanteg hepken. Embannet en deus e-barzh [[Hor Yezh]] meur a bennad diwar-benn an esperanteg. Da heul kentelioù esperanteg [[Merwen Runpaot]] ec'h embannas troidigezh "Brezhoneg buan hag aes" en esperanteg dindan an anv "La bretona lingvo ...rapide kaj facile".
 
Dre ma oa skoazeller war ar galleg e skol-veur Aberdeen, e voe meizet e plije kalz ar broioù keltiek dezhañ. Nebeut amzer war-lerc'h e teskas gouezeleg Iwerzhon ha kembraeg, ha war a seblant e oa helavar en div yezh buan a-walc'h daoust m'en devoa ur pouez-mouezh "charming"<ref>[https://www.independent.co.uk/news/obituaries/per-denez-writer-and-scholar-who-sought-recognition-for-the-breton-language-and-culture-2347820.html pennad gant [[Meic Stephens]], ''the Independent'', Friday 02 September 2011]</ref>.
 
== Ar stourmer a youl vat evit ar yezh hag ar vro ==
Linenn 53:
* Prezidant eo bet e Kuzul Skiantel ha Kas en-dro [[Skol-Uhel ar Vro]] ([[1984]]-200?).
 
* Ezel eus ha bet prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh.
 
* Prezidant ar C'hevre Keltiek.
 
* Prezidant [[Kuzul ar Brezhoneg]] eo bet ivez.
 
* Ezel eo bet eus Ti ar Sevenadur e Roazhon.
 
* Ezel eo bet eus Kuzul Europa ar Rannvroioù.
 
Linenn 69 ⟶ 64:
 
== Deskiñ ar yezh ==
Talvoudus eo bet e hentenn [[brezhoneg]], [[Brezhoneg Buan hag Aes]], (troet e saozneg, en alamaneg, e katalaneg, e kembraeg hag en esperanteg), deuet er-maez e 1972, d'ur mare ma ne oa nemet dornlevrioù kozh diamzeret da studiañ ar yezh, hag unan eus an hentennoù kentañ hag a rae gant enrolladurioù da vont da heul. Levrioù all a zo bet da vont a-gevret, evel ''Brezhoneg bemdez'', ha ''Komzit ha skrivit brezhoneg''. Un toullad mat a dud zo bet o teskiñ brezhoneg gant an hentenn-se.
 
== Sevenadur Breizh ==
Meur a gelaouenn zo bet savet gant Pêr Denez :
*''[[Kened (kelaouenn)|Kened]]'',
*''[[Ar Vro]]'' e [[1959]], renet en deus ar gelaouenn bolitikel-mañse,
*''[[Hor Yezh]]'' (gant [[Arzel Even]]), renet gantañ etre 1971 ha 1998.
*ha savet ti-embann [[Mouladurioù Hor Yezh]].
Linenn 87 ⟶ 82:
 
== Dibenn e vuhez ==
E 2000, e oa e wreg o vervel gant kleñved [[Alzheimer]], hag ez ae bemdez d'he gwelout.
Roet en deus e zielloù hag e levrioù da [[Levraoueg Vroadel Kembre]] dre ma n'en doa tamm fiziañs ebet e vefent miret mat e Breizh<ref>Pennad Meic Stephens, op.cit.</ref>.
 
Linenn 108 ⟶ 103:
 
===== Gouiziegezh =====
* ''Tonkad 61'', [[Preder]], [[1961]], gant [[A. Thoravel]], [[Gwennole ar Menn|Gw. Arzr Menn]], [[Gourlann]], [[Abanna]], [[Bodmael]], [[Youenn Olier|Y. Olier]], [[Arzel Even|A. Even]], [[Alan Heussaff|A. Heussaff]], ha [[Remont Jestin | Rikagos]]
* ''Notennoù fonologiezh'', e Hor Yezh, niverenn 130.
*''Modern Breton Literature, in Literature in Celtic countries'', Cardiff, 1971: 112-140