Erwan Berthou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reizhad.
D Resisad. ha levr Châtel
Linenn 16:
| enorioù =
| oberennoù pennañ = Dindan dero an Drouized
| traoù ouzhpenn = Drouiz Meur Breizh (1903-1933)
| sinadur =
| ment sinadur =
Linenn 22:
}}
 
'''Erwan Berthou''' (''Yves Marie Berthou'' er marilhoù), ganet d'ar [[4 a viz Gwengolo]] [[1861]] e [[Pleuvihan]], e [[Bro-Dreger|Treger]] ([[Breizh]]) hag aet da anaon d'ar [[27 a viz Genver]] [[1933]], e Pleuvihan ivez, a zo eil drouiz meur Breizh, [[barzh]] brezhonek ha gallek ha troour. Pa oa bet degemeret evel barzh gant Gorsedd Gembre en doa kemeret ''Alc’houeder Treger''evel anv-barzh ha pa voe deuet druoizda vezañ [[drouiz]] e [[Goursez Vreizh]] en doa kemeret ''[[Kaledvoulc’h]]'' evel anv-drouiz<ref>Hervez reolennoù Goursez Breizh, titl drouiz a veze un derez uheloc'h da vezañ roet d'ar Varzhed (ar skrivagnerien) hag an [[ovad|Oviz]] (ar reoù all).</ref>. Meur a [[anv-pluenn]] a zo bet implijet gantañ : ''Eskalibor'', ''Erwanig'', ''Klaskevara'' ha reoù all c'hoazh. E-touez ar re gentañ o deus kemeret perzh en [[Emsav kentañ]] eo-eñ. Unan eus diazezerien an [[nevezdrouizelezh]] e Breizh hag e Bro-Chall e voe ivez.
 
== Buhez ==
Mab e oa da Erwan Berthou ha da Élisabeth Bidaman o doa un atant e kêriadenn Lancanaf, adskrivet Nant Canaff gant ar skrivagner (Nant Kannañ <ref>Canaff a zo ar furm gozh eus kannañ, hervez Albert Delahaye, Dictionnaire des noms de lieux bretons… p. 264.</ref>), ma oe ganet eno. mont a reas a [[kloerdi-bihan Landreger|gloerdi bihan Landreger]], da skolaj [[Lannuon]] ha da lise Nivet e [[Naoned]]. War an [[treloc'herezh]] (mécanique) e voe stummet hag en em engouestlas er Morlu gall hag e veajas kalz (Sina, Afrika, Antilhez). Teurel a reas e vrall, e 1891, e Rochefort hag en [[An Havr-Nevez|Havr-Nevez]] hag en Rochefort ma labouras war an tresañ greantel evit fardañ kaoterioù-lestr di.<br> Dimezinñ a reas gant Élisabeth Mézeray e 1892.<br>
E [[1898]] e teuas en-dro da atant e dud evit klask bevañ diwar al [[labour-douar]]. Entanet e oa gant Breizh, abaoe ma oa bet lisead e kemeras perzh gant embregennoù [[Taldir]] hag ez eas da [[Eisteddfod Kêrdiz]] e [[Bro-Gembre]], er bloaz-se. Degemeret e voe evel ''Bardd'' (Barzh) [[Breizh-Veur|Enez Vreizh]] gant an anv-barzh ''Alc'houeder Treger''. Tri miz goude e roas e skoazell evit sevel ''Gorsedd Breiz Vihan'' e [[Plouyann]]. Gant Taldir e lañsas [[Ti-Kaniri Breiz]] hag e kane gantañ.<br>
Pa ne c'helle ket gounid e vuhez gant al labour-douar e voe rediet mont da Bariz evit labourat er stalioù Niclausse e 1900. Pa [[Yann ar Fusteg]] roas e dilez, Erwan Vertoù a voe dilennet gant ar Goursez evit kemer e blas. Kemer a reas an anv-drouiz, ''Kaledvoulc'h'', anv brezhonekaet [[kleze]] Arzhur (Excalibur), met ne c'hellas ket gouzañvat an abafted ma oa ar Gorsedd enni hag e roas e dilez goude 2 bloavezh. Koulskoude ne voe ket dilamet e fost dioutañ hag e chomas an Drouiz Meur Breizh beteg e varv.<br>
Linenn 49:
* Triadennou Barzed Enez-Vreiz (troet diwar ar c'hembraeg e galleg hag e brezoneg),Pariz, 1906,
* Istor Breiz hag ar Gelted, Pariz, Le Dault, 1910, 128 p.
* Les Vessies pour des lanternes. Dans les coulisses du régionalisme breton… Paris, E. Figuière : 1913). 248 p.
* Lemenik skouer ar Varzed, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914, 184 f..
* Irvin ha lore, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914.
Linenn 61 ⟶ 62:
== Levrlennadur ==
* [[Lukian Raoul]], Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992.
* Thierry Châtel, Vie et œuvre d'Yves Berthou, Ingénieur, poète et... grand-druide (1861-1933), Brest, Éditions du Liogan, 1997. Tezenn verraet.
* Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton : XXvet-XXIvet kantved, Fouenant, Yoran Embanner, 2013. Pennad : ''Bertou, Erwan''
* [[Georges Cadiou]], Emsav : Dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : ''Berthou, Yves Marie''.
Linenn 70 ⟶ 72:
 
{{DEFAULTSORT:Berthou, Erwan}}
[[Rummad:Nevezdrouizelezh]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]