Erwan Berthou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Resisad. ha levr Châtel
Linenn 25:
 
== Buhez ==
Mab e oa da Erwan Berthou ha da Élisabeth Bidaman o doa un atant e kêriadenn Lancanaf, adskrivet Nant Canaff gant ar skrivagner (Nant Kannañ <ref>Canaff a zo ar furm gozh eus kannañ, hervez Albert Delahaye, Dictionnaire des noms de lieux bretons… p. 264.</ref>), ma oe ganet eno. mont a reas a [[kloerdi-bihan Landreger|gloerdi bihan Landreger]], da skolaj [[Lannuon]] ha da lise Nivet e [[Naoned]]. War an [[treloc'herezh]] (mécanique) e voe stummet hag en em engouestlas er Morlu gall hag e veajas kalz (Sina, Afrika, Antilhez). Teurel a reas e vrall, e 1891, en [[An Havr-Nevez|Havr-Nevez]] hag en Rochefort ma labouras war an tresañ greantel evit fardañ kaoterioù-lestr di.<br> Dimezinñ a reas gant Élisabeth Mézeray<ref>[http://www.geopatronyme.com/cgi-bin/carte/nomcarte.cgi?nom=m%E9zeray Mézeray] war Geopatronyme</ref>, ur C'hallez eus [[Honfleur]]<ref>[https://gw.geneanet.org/olichon?lang=en&p=elisa+anatalie+amandine&n=meseray Elisa Anatalie Amandine MESERAY] war Geneanet</ref>, e 1892.<br>
E [[1898]] e teuas en-dro da atant e dud evit klask bevañ diwar al [[labour-douar]]. Entanet e oa gant Breizh, abaoe ma oa bet lisead e kemeras perzh gant embregennoù [[Taldir]] hag ez eas da [[Eisteddfod Kêrdiz]] e [[Bro-Gembre]], er bloaz-se. Degemeret e voe evel ''Bardd'' (Barzh) [[Breizh-Veur|Enez Vreizh]] gant an anv-barzh ''Alc'houeder Treger''. Tri miz goude e roas e skoazell evit sevel ''Gorsedd Breiz Vihan'' e [[Plouyann]]. Gant Taldir e lañsas [[Ti-Kaniri Breiz]] hag e kane gantañ.<br>
Pa ne c'helle ket gounid e vuhez gant al labour-douar e voe rediet mont da Bariz evit labourat er stalioù Niclausse e 1900. Pa [[Yann ar Fusteg]] roas e dilez, Erwan Vertoù a voe dilennet gant ar Goursez evit kemer e blas. Kemer a reas an anv-drouiz, ''Kaledvoulc'h'', anv brezhonekaet [[kleze]] Arzhur (Excalibur), met ne c'hellas ket gouzañvat an abafted ma oa ar Gorsedd enni hag e roas e dilez goude 2 bloavezh. Koulskoude ne voe ket dilamet e fost dioutañ hag e chomas an Drouiz Meur Breizh beteg e varv.<br>