Erwan Berthou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Ouzhp. traou war e vuhez hag e obererezhioù politikel
Linenn 16:
| enorioù =
| oberennoù pennañ = Dindan dero an Drouized
| traoù ouzhpenn = Drouiz Meur Breizh (19031904-1933)
| sinadur =
| ment sinadur =
Linenn 22:

'''Erwan Berthou''' pe ''Erwan Vertou'' (''Yves Marie Berthou'' er marilhoù), ganet d'ar [[4 a viz Gwengolo]] [[1861]] e [[Pleuvihan]], e [[Bro-Dreger|Treger]] ([[Breizh]]) hag aet da anaon d'ar [[27 a viz Genver]] [[1933]], e Pleuvihan ivez, a zo eil drouizDrouiz meurmMur Breizh, [[barzh]] brezhonek ha gallek, ha troour hag un ijinour a-vicher. Pa oa bet degemeret evel barzh gant Gorsedd Gembre en doa kemeret ''Alc’houeder Treger''evel anv-barzh ha pa voe deuet da vezañ [[drouiz]] e [[Goursez Vreizh]] en doa kemeret ''[[Kaledvoulc’h]]'' evel anv-drouiz<ref>Hervez reolennoù Goursez Breizh, titl drouiz a veze un derez uheloc'h da vezañ roet d'ar Varzhed (ar skrivagnerien) hag an [[ovad|Oviz]] (ar reoù all).</ref>. Meur a [[anv-pluenn]] a zo bet implijet gantañ : ''Eskalibor'', ''Erwanig'', ''Klaskevara'' ha reoù all c'hoazh.

E-touez ar re gentañ o deus kemeret perzh en [[Emsav kentañ]] eo-eñ. Unan eus diazezerien an [[nevezdrouizelezh]] e Breizh hag e Bro-Chall e voe ivez.

== Buhez ==
Mab e oa da Erwan Berthou ha da Élisabeth Bidaman o doa un atant e kêriadenn LancanafLan Canaf, adskrivet Nant Canaff gant ar skrivagner (Nant Kannañ <ref>Canaff a zo ar furm gozh eus kannañ, hervez Albert Delahaye, Dictionnaire des noms de lieux bretons… p. 264.</ref>), ma oe ganet eno. mont a reas a [[kloerdi-bihan Landreger|gloerdi bihan Landreger]], da skolaj [[Lannuon]] ha da lise Nivet e [[Naoned]]. War an [[treloc'herezh]] (mécanique) e voe stummet hag en em engouestlas er Morlu gall hag e veajas kalz ([[Sina]], [[Afrika]], [[Antilhez]]). Teurel a reas e vrall, e 1891, en [[An Havr-Nevez|Havr-Nevez]] hag en Rochefort ma labouras war an tresañ greantel evit fardañ kaoterioù-lestr di.
DimezinñDimeziñ a reas gant Élisabeth Mézeray<ref>[http://www.geopatronyme.com/cgi-bin/carte/nomcarte.cgi?nom=m%E9zeray Mézeray] war Geopatronyme</ref>, ur C'hallez eus [[Honfleur]]<ref>[https://gw.geneanet.org/olichon?lang=en&p=elisa+anatalie+amandine&n=meseray Elisa Anatalie Amandine MESERAY] war Geneanet</ref>, e 1892.

E [[1898]] e teuas en-dro da atant e dud evit klask bevañ diwar al [[labour-douar]]. Entanet e oa gant Breizh, abaoe ma oa bet lisead e kemeras perzh gant embregennoù [[Taldir]] hag ez eas da [[Eisteddfod Kêrdiz]] e [[Bro-Gembre]], er bloaz-se. Degemeret e voe evel ''Bardd'' (Barzh) [[Breizh-Veur|Enez Vreizh]] gant an anv-barzh ''Alc'houeder Treger''. TriD'ar miz1 goudea viz Gwengolo 1900 e roas e skoazell evit sevel ''Gorsedd[[[[Goursez Breizh]]|Gorsed Barzed Gourenez Breiz Vihan]]'' e [[Plouyann]]. Gant Taldir e lañsas [[Ti-Kaniri Breiz]] hag e kane gantañ.

Pa ne c'helle ket gounid e vuhez gant al labour-douar e voe rediet mont da Bariz evit labourat evel ijinour er stalioù Niclausse e 1900. PaE 1904, pa roas e dilez an Drouiz Meur [[Yann ar Fusteg]] roas e dilez, Erwan Vertoù a voe dilennet gant ar Goursez evit kemer e blas. Kemer a reas an anv-drouiz, ''Kaledvoulc'h'', anv brezhonekaet [[kleze]] Arzhur (Excalibur), met ne c'hellas ket gouzañvat an abafted ma oa ar Gorsedd enni hag e roas e dilez goude 2 bloavezh. Koulskoude ne voe ket dilamet e fost dioutañ hag e chomas an Drouiz Meur Breizh beteg e varv.

Dont a reas en e gêriadenn e 1917 evit gwerzhañ an atant ha chom en un ti-bihan gant e wreg. Gant [[leve]]où diwar an arc'hant postet e soñje tennañ o feadra da vevañ. Pa 'z eas al lur gall war ziskar e kollas e danvez hag e voe skoet e wreg gant ar c'hlañved war an holl. Skoazellet e voe gant e vignoned bloavezioù-pad hag ul labour gopret a voe kavet ganto, mirour mirdi ar Ragistor nevez krouet e Penmarc'h. Ne voe ket tu dezhañ e seveniñ, rak e voe koetskoet gant ar [[seizi]] ken e chomas e-unan en e di hep bezañ sikouret gant e wreg diskiant hag ne voe diskoachet e marv a-raok tri devezh.

== Oberezhioù politikel ==
E 1898 e roas e anv evit sevel [[Kevredigez Broadel Breiz]] (KBB) a voe an aozadur politikel kentañ a lakae Breizh da vezañ ur danvez politikel, met e kuitaas anezhi e 1905. E 1912 e yeas gant Taldir hag darn vuiaañ ar Varzhed da grouiñ [[Unvaniez Arvor]], un disrann da KBB.

Ezel eus ar skipailh bodet gant Taldir evit reiñ lañs d'an nevezdrouizelezh e Breizh, ha ne c'helle ket tostaat ouzh ar vroadelouriezh hag an dizalc'hiezh. Pa vo krouet ar Strollad Broadel Breizh kentañ (1911) e tagas Erwan Vertou ar vroadelouriezh hag e e embannas e oa Breizh ar vammvro bihan ha Bro-C'hall ar vammvro vras.

Linenn 47 ⟶ 49:
* Dihun Breiz, Pariz, Le Dault, 1901, 16 p.<ref>[http://bibliotheque.idbe-bzh.org/data/cle_157/Dihun_Breiz__.pdf ''Dihun Breiz'']</ref>, Moulerez Sant Gwilherm.
* Dre an Delen hag ar C’horn-boud, Pariz, Le Dault, 1904, 214 P.<ref>[http://bibliotheque.idbe-bzh.org/data/cle26/Dre_An_Delen_hag_ar_Chorn-Boud_.pdf ''Dre an Delen hag ar C’horn-boud'']</ref>, [[René Prud'homme]], [[Moriz an Dault]].
* Triadennou Barzed Enez-Vreiz (troet diwar ar c'hembraeg e galleg hag e brezoneg),Pariz, 1906,. Lennegezh kembraek kozh.
* Istor Breiz hag ar Gelted, Pariz, Le Dault, 1910, 128 p.
* Les Vessies pour des lanternes. Dans les coulisses du régionalisme breton… ParisPariz, E. Figuière : 1913). 248 p.
* Lemenik skouer ar Varzed, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914, 184 f. Romant.
* Irvin ha lore, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914. Barzhonegoù.
* En bro Dreger a-dreuz Parkoù. In : [[An Oaled]]-Le Foyer breton, 1927. Adembannet gant [[Mouladurioù Hor Yezh]], 1985.
* Daouzek abostol, 1928.
* Kaledvoulc'h, Dindan dero an Drouized, Pariz, Heugel, 1931, 143 f. Arnodskrid.
* Noz Nedeleg, Pariz, Heugel, 1932.

Linenn 63 ⟶ 65:
* [[Lukian Raoul]], Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992.
* Thierry Châtel, Vie et œuvre d'Yves Berthou, Ingénieur, poète et... grand-druide (1861-1933), Brest, Éditions du Liogan, 1997. Tezenn verraet.
* [[Francis Favereau]], Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, 1900-1918, L. 1, Skol Vreizh, : 2001. p. p. 46-62.
* Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton : XXvet-XXIvet kantved, Fouenant, Yoran Embanner, 2013. Pennad : ''Bertou, Erwan''
* [[Georges Cadiou]], Emsav : Dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : ''Berthou, Yves Marie''.