Diforc'hioù etre adstummoù "Hervé Gouédard"

diverket hogoz pep tra evit adwelet goude
(diverket hogoz pep tra evit adwelet goude)
Tikedennoù : Gwelaozer Erlerc'hiet
'''Herve Gouedard''' en deus skrivet unlevrioù toullad barzhonegoùbrezhonek ha troet danevelloù, ha troet danevelloù diwar an [[alamaneg]], oberennoù embannet e-barzh [[al Liamm]]. Ganet eo e [[1961]] e [[Ploheg]] e [[Breizh-Uhel]], e-kreiz departamant [[Aodoù an Arvor|Aodoù an Arv]].<nowiki/>or
[[Restr:Hervé Gouédard.jpg|thumb|right|300px|Herve Gouedard nevez-vet e briz Langleiz gantañ]]
 
==Buhez==
===E vugaleaj===
Tremenet en deus e vugaleaj war ar maez, hag ar [[gallaoueg]] eo a zo bet e yezh kentañ, kent dezhañ mont d'ar skol. E dud-kozh a oa labourerien-douar - un atant dister, ha tud paour a-walc'h. Gant-se en deus anavezet mat ar gevredigezh kouerien a oa bev-mat c'hoazh d'ar mare-se e Breizh, hag a zo aet da get abaoe.
 
===Studioù===
Studiet en deus e [[Bro-Alamagn]], dreist-holl, war al [[lennegezh]] hag ar [[prederouriezh|brederouriezh]].
 
===Buhez vicherel hag abaoe===
Bet eo o vevañ e Pariz, ugent vloaz-pad, e-lec'h ma oa o labourat war an dachenn sokial. Deuet eo en-dro da vevañ da [[Sant-Brieg]]. Klañv e oa, divarrek da labourat, ha lakaet e oa bet "er-maez ar jeu" a-fed labour. Abaoe e ro kentelioù brezhoneg hag alamaneg e Sant-Brieg, e kevredigezhioù sevenadurel ar vro.
 
===Ar yezh===
Desket en deus brezhoneg d'an oad a dregont vloaz. Perak ? A orin eus Loktudi, er Vro-Vigoudenn, e oa e wreg, hag an dro gentañ dezhañ d'en em gavout eno, en he familh, e oa bet souezhet o klevet tud o komz ar yezh-se, a oa dianav dezhañ, ha ne oa bet morse dedennet ganti betek neuze: troet e oa kentoc'h gant an alamaneg. Ur c'helenner dreist en deus bet, [[Alan Martel]] e anv, ha selaouet en deus kalz tud ar vro, er [[Bro-Vigoudenn|Vro-Vigoudenn]], evel-just, hogen ivez dreist-holl e [[Bro-Oueloù]] ha [[Bro-Dreger]], rak kalz a vrezhonegerien eus an takadoù-se a oa c'hoazh d'ar c'houlz-se e Sant-Brieg, deuet da labourat da Sant-Brieg e-tro ar bloavezhioù 1950/1960.
 
===Perak skrivañ ?===
Skrivañ, da gentañ, evit embreger e bluenn da skrivañ e brezhoneg, en doa savet troidigezhioù diwar an alamaneg evit ar gelaouenn [[Al Liamm]]. Da c'houde en deus kredet, tamm-ha-tamm, sevel e skridoù e-unan. Un dra iskis, hogen plijus eo skrivañ en ur yezh n'eo ket e yezh kentañ. Gwelet a ra se evel un dae, mui pe vui...
Bez' ez eus ul levr gantañ war ar stern : un danevell vuhez an hini e vo. Bez' e vo buhez al livour [[Paul Sérusier]]. Hennezh a zo bet disheñvel e blanedenn, e zibaboù hag e vuhez diouzh re al [[livour]]ien all eus ar memes prantad. An darn vrasañ eus al livourien-se n'o deus graet nemet tremen dre Vreizh. Sérusier avat a zo chomet en hor bro, graet en deus e annez e [[Kastell-Nevez-ar-Faou]], ha bevet eno tregont vloaz-pad. Klask a ray, en e levr, displegañ perak eo chomet e Breizh, petra en deus kavet eno, eñ, mab ur bourc'hiz eus Pariz, ne oa netra ouzh e donkañ da ren ar vuhez-se amañ. Un digarez e vo al levr-se da gomz eus luskadoù livouriezh dibenn an 19vet ha deroù an 20vet kantved, [[Skol Pont-Aven]], da skouer. Klask a ray kinnig al levr e-giz ur romant, aes ha plijus da lenn, met diazezet war fedoù gwir, evel m'en deus klasket ober evit Kergelenn.
 
Klask a ra ivez derc'hel da skrivañ danevelloù, met anzav a ra ne vez ket bepred kalz a startijenn gantañ. Lavarout a ra e vez gwall lezirek alies !... Koulskoude e c'heller lavarout ez eo deuet Hervé Gouédard da vezañ unan eus hon gwellañ skrivagnerien en amzer a-vremañ, daoust ma n'eo ket e oberenn eus ar puilhañ. E skridoù a vez labouret kalz, marteze emañ aze an digarez. Alies e vez diaes lakaat puilhentez ha madelezh da vont en-dro asambles !
 
Roet eo bet dezhañ [[Priz Langleiz|Priz Xavier de Langlais]] ha priz Sten Kidna e 2009 en abeg d'e levr danevelloù ''Liñvadenn Kastellaodren'', Embannadurioù al Liamm.
 
==Barzhonegoù==
* Buhezig milbeñseliet
* Dic'houzvez-kaer
* Me 'garje...
* Gedourien difiñv
* Loa-zour
* Ur ger hepken
* Goulennoù
* Barzhonegoù dister
* Barzhoneg Baleadenn
 
==Danevelloù==
* An den a oa pitilh gant ar gwez
* Liñvadenn Kastellaodren
* Ur muntr e Kemper
* Lizher d'ar bredvezeg
* An distro
* Keflusker bihan an neuierez koant
* Ar gêr Herman Hesse
* Pour avoir bien servi Leo Perrutz
 
==Romantoù==
* Paul Sérusier ul livour e Breizh
* Kergelenn - alouber an dremmwel
 
==Studiennoù==
* Ur skrivagner yuzev hag an Emsav : Leo Perutz (1882-1957)
* Skrid Herman Hesse 1877-1962
* Ar c'hêrioù bihan neuziet kaer : Landreger, Kintin, Kastelaodren
 
* [[Ernest Renan]], e vugaleaj e Landreger
* Ar C'hozh-Yeoded
 
==Troidigezhioù==
* Skoet e vez ouzh ar porrastel, [[Franz Kafka]]
* Barnadenn Doue, [[Hans-Heinz Risse]]
* C'hoarzhadenn al loar, [[Leo Perutz]]
* Ar mab, [[Leo Perutz]]
* Al luc'hskeudenn, [[Franz Hohler]]
* War al lenn, [[Stefan Zweig]]
* Ar gevnidenn, [[Hans-Heinz Evers]]
* Ar barzh, [[Hermann Hesse]]
* Ar gêr, [[Hermann Hesse]]
 
{{DEFAULTSORT:Gouedard, Herve}}