Erwan Berthou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Rummad Izili ar Goursez
D Reizhad.
Linenn 22:

'''Erwan Berthou''' pe ''Erwan Vertou'' (''Yves Marie Berthou'' er marilhoù), ganet d'ar [[4 a viz Gwengolo]] [[1861]] e kêriadenn Poull Poud, [[Pleuvihan]], e [[Bro-Dreger|Treger]] ([[Breizh]]) hag aet da anaon d'ar [[27 a viz Genver]] [[1933]], e Pleuvihan ivez, a zo eil Drouiz Meur Breizh, [[barzh]] brezhonek ha gallek, troour hag un ijinour a-vicher. Pa oa bet degemeret evel barzh gant [[Goursez Barzhed Enez Vreizh|Gorsedd Kembre]] en doa kemeret ''Alc’houeder Treger''evel anv-barzh ha pa voe deuet da vezañ [[drouiz]] e [[Goursez Vreizh]] en doa kemeret ''[[Kaledvoulc’h]]'' evel anv-drouiz<ref>Hervez reolennoù Goursez Vreizh, titl drouiz a veze un derez uheloc'h da vezañ roet d'ar Varzhed (ar skrivagnerien) hag an [[ovad|Oviz]] (ar reoù all).</ref>. Meur a [[anv-pluenn]] a zo bet implijet gantañ : ''Eskalibor'', ''Erwanig'', ''Klaskevara'' ha reoù all c'hoazh.

E-touez ar re gentañ o deus kemeret perzh en [[Emsav kentañ]] eo-eñ. Unan eus diazezerien an [[nevezdrouizelezh]] e Breizh hag e Bro-Chall e voe ivez.

== Buhez ==
Mab e oa da Erwan Berthou ha da Élisabeth BidamanBidamant o doa un [[atant]] e kêriadenn Lan Canaf, adskrivet Nant Canaff gant ar skrivagner (Nant Kannañ <ref>Canaff a zo ar furm gozh eus kannañ, hervez Albert Delahaye, Dictionnaire des noms de lieux bretons… p. 264.</ref>), ma oe ganet eno. Mont a reas a [[kloerdi-bihan Landreger|gloerdi bihan Landreger]], da skolaj [[Lannuon]] ha da lise Nivet e [[Naoned]]. War an [[treloc'herezh]] (mécanique) e voe stummet hag en em engouestlas er Morlu gall hag e veajas kalz ([[Sina]], [[Afrika]], [[Antilhez]]). Teurel a reas e vrall, e 1891, en [[An Havr-Nevez|Havr-Nevez]] hag eez da [[Rochefort (Charente-Maritime|Rochefort]] ha d'an Havr-Nevez en-dro (1896-1898) ma labouras war an tresañ greantel evit fardañ kaoterioù-lestr di.
Dimeziñ a reas gant Élisabeth Mézeray<ref>[http://www.geopatronyme.com/cgi-bin/carte/nomcarte.cgi?nom=m%E9zeray Mézeray] war Geopatronyme</ref>, ur C'hallez eus [[Honfleur]]<ref>[https://gw.geneanet.org/olichon?lang=en&p=elisa+anatalie+amandine&n=meseray Elisa Anatalie Amandine MESERAY] war Geneanet</ref>, ed'an 12 a viz Mezheven 1892.

E [[1898]] e teuas en-dro da atant e dud evit klask bevañ diwar al [[labour-douar]]. Entanet e oa gant Breizh, abaoe ma oa bet lisead e kemeras perzh e-barzh embregennoù [[Taldir]] hag ez eas da [[Eisteddfod Kêrdiz]] e [[Bro-Gembre]], er bloaz-se. Degemeret e voe evel ''Bardd'' (Barzh) [[Breizh-Veur|Enez Vreizh]] gant an anv-barzh ''Alc'houeder Treger''. D'ar 1 a viz Gwengolo 1900 e roas e skoazell evit sevel ''[[[[Goursez Breizh]]|Gorsed Barzed Gourenez Breiz Vihan]]'' e [[Plouyann]]. Gant Taldir hag [[Alfred Lajat]] e lañsas [[Ti-Kaniri Breiz]] hag e kane gantañ.

Pa ne c'helle ket gounid e vuhez gant al labour-douar e voe rediet mont da Bariz evit labourat evel ijinour er stalioù Niclausse e 1900. E 1904, pa roas e dilez an Drouiz Meur [[Yann ar Fusteg]], Erwan Vertoù a voe dilennet gant ar Goursez evit kemer e blas. Kemer a reas an anv-drouiz, ''Kaledvoulc'h'', anv brezhonekaet [[kleze]] Arzhur (Excalibur). Drouiz Meur e chomas betek e varv, met, met, pa voe gwanaet e yec'hed war-dro 1925 e tivizas ar Goursez e vo Taldir e zileuriadgannad hag e erlec'hiad da zont.

Dont a reas en e gêriadenn e 1917 evit gwerzhañ an atant ha chom en un ti bihan gant e wreg. Gant al [[leve hed-buhez]] diwar anar arc'hant postetgwerzh e soñje tennañ o feadra da vevañ. Pa 'z eas al lur gall war ziskar e kollas e danvez hag e voe skoet e wreg gant ar c'hlañved follentez war an holl. Skoazellet e voe gant e vignoned bloavezioù-pad hag ul labour gopret a voe kavet ganto, mirour mirdi ar Ragistor nevez krouet e [[Penmarc'h]]. Ne voe ket tu dezhañ e seveniñ, rak e voe skoet gant ar [[seizi]] ken e chomas en e di hep bezañ sikouret gant e wreg diskiant hag ne voe diskoachet e marv a-raok tri devezh.

== Oberezhioù politikel ==
E 1898 e roas e anv evit sevel [[Kevredigez Broadel Breiz]] (KBB) a voe an aozadur politikel kentañ a lakae Breizh da vezañ ur danvez politikel, met e kuitaas anezhi e 1905. E 1912 e yeas gant Taldir hag darn vuiañ ar Varzhed evit grouiñ [[Unvaniez Arvor]], un disrann da KBB.

Ezel eus ar skipailh bodet gant [[Taldir]] evit reiñ lañs d'an [[nevezdrouizelezh]] e Breizh. Diouzhtu e voe anvet da zrouiz, ''Alc'houeder Treger'' e anv-drouiz. Pa voe o chom e Pariz e c'hellas kaout darempredoù stank gant an Drouiz Meur, Yann ar Fusteg, un den gouizieg ha dedennet-tre gant mennozhioù nevez-drouizel ken e klaske roudoù relijion ar Gelted gozh. Diouzh-se e teuas da vezañ e ziskibl nesañ ha e warlerc'hiad.

“Skolaj ar Varzed” ne felle ket seblantout bezañ disfiz ouzh ar galloudoù ha ne c'helle ket tostaat ouzh ar vroadelouriezh hag an dizalc'hiezh. Pa savas ar Strollad Broadel Breizh kentañ (1911) e vanifestadeg e-keñver lid staliadur "delwenn ar vezh" e Roazhon e oa deuet ar Varzhed hag o Drouiz Meur ne voe aotreet da lavarout tra dezho. En e levr tabut, "Les Vessies pour des lanternes", e tisklêrias Erwan Vertou ar pezh en doa intentet da embann : "Deuet e voe e Barzhed Vreizh da gemer perzh e lidoù Roazhon evit embann o lealded e keñver Bro-C'hall… Holl ar Varzhed a gav dipitus ma n'eo ket bet douget d'ar wirionez istorel gant an arzour, pa ne voe biskoazh ha ne vo ket biken ur seurt emstumm gant Breizh… ".

Linenn 56:
* Triadennou Barzed Enez-Vreiz (troet diwar ar c'hembraeg e galleg hag e brezoneg),Pariz, 1906. Lennegezh kembraek kozh.
* Istor Breiz hag ar Gelted (gant Abalor ha Pol Diverres), Pariz, Le Dault, 1910, 128 p.
* Kevrin Barzed Breiz pe Reizadur ar Werzoniez Vrezonek, 1913.
* Les Vessies pour des lanternes. Dans les coulisses du régionalisme breton… Pariz, E. Figuière, 1913. 248 p. Difenn ar Goursez
* Avalou-Stoub, Gwengamp, Toullec et GeoffryGeoffroy, 1914, 18 p. Barzhonegoù.
* Lemenik skouer ar Varzed, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914, 184 f. Romant evit enoriñ Yann ar Fusteg hag e oa ur mestr evitañ.
* Irvin ha lore, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914. Barzhonegoù.