Timbroù Lesotho : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: z a → z a using AWB
D u
Linenn 3:
Ur rouantelezh vihan eus Su [[Afrika]] eo al [[Lesotho]], kelc’hiet gant [[Republik Suafrika]]. Dindan anv [[Basoutoland]] e oa anavezet a-raok [[1966]], pa oa trevadenn ar [[Rouantelezh-Unanet]] c’hoazh.
 
Betek fin ar bloavezhioù 70 ez eo gouestlet danvez an timbroù embannet da dud pe lec’hioù ar vro (Skol-Veur [[Botswana]]-[[Lesotho]]-[[SwazilandEswatini]], ar Roue [[Moshoeshoe I]], an douristelezh…) met goude 15 vloaz a furnez ez eo krog melestradurezh ar Postoù da sevel greanterezh hag a zo pell awalc’h diouzh ezhommoù an annezidi. Pa oa embannet 474 timbr etre [[1966]] ha [[1981]] e konter 771 tamm e-pad ar pemzek vloaz (1982-1997) da heul, gant ar spi mont dreist d’ar sifroù moarvat, rak 662 timbr zo bet lakaet e gwerzh etre [[1998]] ha [[2007]] dija… 187 timbr moulet e 1998 en ur vro 2 villion a dud enni !
 
E gwirionez e faot d’ar Postoù pourveziñ dastumerien timbroù « dre zanvez » ar bed a-bezh, en ur embann skeudennoù liesliv diwar-benn ar fleurennoù (pevar rummad ha 35 timbr e 1991), tiegezh ar Rouanez [[Elizabeth II]], aktourien ar sinema japonek, ar chas, ar c’hirri-tan, ar balafenned… Pep diskouezadeg timbroù ha ma vefe e Tokyo pe bPariz a ro abeg da voullañ timbroù gant tudennoù Walt Disney, evit enoriñ 200vet deiz-ha-bloaz an Dispac’h e Bro-C’hall zoken. Un dibab eo, hini kalzig stadoù afrikan ar marevezh-se, gant efedoù kontrol d’ar bolitikerezh kaset da benn : izel eo talvoudegezh timbroù n’heller dastum anezho holl (re zo re !).