C'heiron : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
 
'''C'heiron''' (Χείρων e [[gregach]], distaget ''C'hiron'' e gresianeg a-vremañ) a oa un [[den-marc'h]] e mojennoù [[Hellaz]] kozh. Mab e oa d'an doue [[Kronos]] ha d'an [[okeanidenn]] [[Filira]].
 
 
Goulennet e veze outañ kenteliañ paotredigoù, eñ eo a gelennas [[Akilles]].
==Ganedigezh==
Evit tec’hel rak gwarizi e wreg [[Rea]] petra a reas Kronos nemet treiñ Filira e [[kazeg]], hag en em dreiñ e-unan e [[marc’h]]. Se zo kaoz e c’hanas e vamm un den-marc’h.
 
Kouslskoude e oa disheñvel diouzh an dud-kezeg arall : int-i a oa diwar [[Iksion]] ha [[Nefele]], garv ha kriz e oant, e-skoaz C’hiron a oa un den a furnez hag a ouiziegezh. Gant [[Artemis]] hag [[Apollon]] en doa desket chaseal, seniñ, diouganañ, louzaouiñ, setu perak e voe mestr [[Asklepios]].
 
==E ziskibien==
Ouzhpenn Asklepios avat en doe meur a ziskibl all, rak goulennet e veze outañ kenteliañ paotredigoù.