An Here : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 21:
 
==Levrioù evit ar skolidi==
En deroù e talc'has an Here da embann levrioù simpl, marc'had-mat, evel an heuliad ''Jakez ha Jakeza'' gant 3 live yezh, kemeret an dalc'had e [[Bro-Gembre]].<br/>
 
Klasket e voe ivez sevel albomoù livet, gant goloioù kartoñ, ha ne oa ket anezho e brezhoneg betek-eñ. Diwar an diouer a arc'hant e klaske Martial Menard sevel [[kevratoù]] [[kenembann]] gant tiez-embann broioù all. Mat e kavas adembann meur a levr o tont eus Katalonia pa oa roet yalc'hadoù gant ar gouarnamant lec'hel evit al levrioù troet diwar ar [[katalaneg|c'hatalaneg]]. Ur bern all a levrioù a deuas eus troidigezhioù diwar ar [[kembraeg|c'hembraeg]] hag an [[euskareg]].