Jean-Yves Lagadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
== Buhez ==
E familh a oa paour a-walc'h, pa oa e vamm ul labourerez en ur stal fritur hag e dad ur micherour-douar. Ur mab koshoc'h egetañ o doa ivez. Pa oa an darnvuiañ eus ar familhoù o chom e Kêr ar Pont (Pontekroaz) o tesevel o bugale e galleg e stage ar gerent da gomz e brezhoneg ouzh o c'hrouadurioù.<br>
 
Euredet eo bet gant ur vaouez eus [[Tredarzeg]], met ne badas ket an dimeziñ. Chomet e oa divugel. Pa oa aet war e leve e oa o chom e ti e vugaleaj e Pontekroaz. Eno e tegasas ur souten kreñv da [[Skol Diwan ar Pont]].
 
== Studioù ha labourioù ==
E skol ha skolaj katolik Itron Varia Roskudon ar Pont e voe kelennet hag, e 1966, ez eas da Lise Kemper e-lec'h ma oa [[Loeiz Ropars]] o reiñ kentelioù. Mont a reas d'ar stajoù yezh ha dañs aozet gant hennezh dindan ar c'hevarzhe [[Al Leur Nevez]].
 
Studioù war ar matematik en doa graet e Brest da gentañ hag e [[Roazhon]] goude. Heuliet en deus kentelioù [[Frañsez Falc'hun|ar chaloni Falc'hun]] e Brest ha kentelioù [[Léon Fleuriot]] e Roazhon ivez. Prezidant ''Studierien Yaouank Breizh'' (pe ''Jeunesse étudiante bretonne'', pe ''JEB'') e oa d'ar mare-se. Chomet eo tost da [[Unvaniezh Demokratel Breizh]] keit-all. Estreget ar prantad m'eo bet gopret gant [[An Here]] evit embannadur ar geriadur brezhonek en deus labouret evel kelenner eil derez, war ar matematik hag ar brezhoneg, e [[Carentan]], e [[Brest]] (lise Kerichen), e [[Landerne]] hag e [[Lanneur]].
 
Linenn 13 ⟶ 15:
 
== Saver ur raktres evit embann [[yezhadur]] bras nevez ar brezhoneg ==
P'eo bet adembannet tezenn Frañsez Falc'hun <ref>François Falc'hun, Études sur la langue bretonne : système consonantique, mutations et accentuation, kentskr. gant Jean-Yves Lagadec, Label LN, 2005, {{ISBN|978-2-915915-06-8}}. </ref> gant an embannadurioù Label LN e oe rener an embannerezh skiantel hag e savas ar c'hentskrid.<br>
 
E-pad pell en deus labouret ingal evit sevel ur yezhadur bras eus ar brezhoneg. Un nebeud sizunvezhioù a-raok mervel en deus lavaret d'ur c'helaouenner e kendalc'he gant ar raktres hag eo chomet diembann.