An Here : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
yezh
Linenn 11:
Evit ar geriadurioù e voe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel [[Pêr Denez]] evit ar geriadur kentañ). [[Iwan Kadored]] ha [[Jean-Yves Lagadeg]] o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ.
 
E deroù an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant kement skol Diwan, nemet e chome berniadoù bras pa veze lakaet da embann etre 500 ha 1 000 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome digopr an implijidi mizioù-pad.
 
Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat da embann etre 8 ha 10 levr bep bloaz e dibenn ar [[bloavezioù 1990]], met pa strishaas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Ménard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann c'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs da embann ''Mémoires d'un paysan bas-breton'' ([[emvuhezskrid]] [[Jean-Marie Déguignet]]) a c'hounezas ur vrud divent ken e voe tennet 150 000 skouerenn anezhañ.<br>
Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne'z eas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet.