Lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2015 e ti Charlie Hebdo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Arko (kaozeal | degasadennoù)
freskaat
Linenn 1:
'''Lazhadeg ar Merc'her 7 a viz Genver 2015 e ti Charlie Hebdo''' zo ur [[gwalldaol]] graet e [[Pariz]] en deiz-se, pa voe lazhet 7 den hag a laboure evit ar [[kazetenn|gazetenn]] [[sizhuniek]] [[flemmskrid|flemmus]] [[Charlie Hebdo]]. Ar gwalldaol kentañ gougemennet gant [[Daech]] e Bro-C'hall eo.
 
==An darvoudoù==
Linenn 19:
==War-lerc'h an drouklazherien==
*Klask a voe war-lerc'h an daou zrouklazher, ha lazhet e voent gant archerien ar GIGN, en un ti-moulañ ma oant repuet, e [[Dammartin-en-Goële]], en hanternoz da Bariz. Lavaret o doa ar wazed ober evit [[Al-Qaida]] en ledenez Arabia (AQPA).
*Lazhet e voe A. Coulibaly ivez er gourmarc'had ''Hyper Casher'', e-kichen « Dor Vincennes ».
 
==Goude an darvoudoù==
Disheñvel e oa an abegoù embannet gant oberourien an daou walldaol, daoust ma oant liammet rak en em anavezout a raent holl, ha ma oant awenet e oant holl gant ar relijion, an [[islam]] <ref>[http://www.bfmtv.com/societe/bfmtv-a-ete-en-contact-avec-les-terroristes-856576.html ''BFM TV''] {{fr}}</ref>
*En abeg da ludresadennoù eus ar [[profed]] [[Mohammed]] bet embannet er gazetenn e klaske ar vreudeur Kouachi war-lerc'h [[Charb]], rener Charlie Hebdo, pa'z eo berzet skeudenniñ ar profed hervez lod desterierien {{<sup>eus pelec'h e teu ar ger?}}</sup> ar [[Koran|C'horan]].<ref>A-zivout gwalldaolioù Pariz, lennit savboent ar c'hoarier [[basketball]] [[Kareem Abdul-Jabbar]] er gelaouenn [[Stadoù-Unanet Amerika|stadunanat]] ''Time'', vol. 185, n° 2/2015, deiziadet 26/01/2015, p. 15 ; gwelit ivez [http://time.com/ ''Time.com''] {{en}}</ref>
*Liv an [[enepyuzevegezh]] a oa war gwalldaol Coulibaly, pa dagas ur stal-voued [[kacher]].
 
Linenn 29:
 
Da-heul e voe manifestadegoù lec'hel aozet gant kevredigezhioù a-leizh, betek «&nbsp;kerzhadeg republikan&nbsp;» ar Sul [[11 a viz Genver]] 2015. War-dro 3,7 milion a dud a voe er straedoù en deiz-se e Bro-C'hall, ha dibunadegoù a voe e broioù all ivez.
 
 
==Efedoù politikel==
Un toullad [[politiker]]ien c'hall o deus lavaret e oa ret difenn talvoudoù ar republik c'hall :
*[[Rama Yade]] er gelaouenn [http://www.lemonde.fr/idees/article/2015/01/13/seul-un-messianisme-republicain-sortira-la-france-du-chaos_4555103_3232.html ''Le Monde''].
 
==Prosez ar gwalldaolioù==
D'ar 2 a viz Gwengolo [[2020]] e krog prosez bras gwalldaolioù ar 7 a viz Genver 2015 e Pariz. Prosez ar gendorfedourien eo, rak eo marv ar vuntrerien ar vreudeur Kaouchi hag Amedy Coulibaly, hag ezvezant ar c'hougemennerien eus an aozadur islamek Daech ivez.
 
== Notennoù ==