Valentinian Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kemmadur
Linenn 6:
War a seblant e oa bet ganet e miz Gouere 320 pe 321 e ''Cibalae'' e [[Pannonia]] ar Su<ref>[[Vinkovci]] e [[Kroatia]] hiziv</ref>, en ur familh a renk izel.
 
E zaddad Gratianus Major a oa ur c'homandant anvet ''comes [[Afrika|Africae]] er bloaz [[327]] gant [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Konstantin I<sup>añ</sup>]], ha goude se da ''gomes'' Breizh-Veur gant [[Flavius Julius Constans]]. N'eus titour ebet diwar-benn e vamm.
 
Dimezet e voe Valentinian da gentañ gant Marina Severa, a c'hanas [[Flavius Gratianus]] er bloaz [[359]]. Goude torret e zimez digant Marina e timezas gant Justina, merc'h ur c'houarnour eus [[Italia]]. Ganti en devoe [[Valentinian II]], Justa, Grata ha Galla.
Linenn 16:
Goude marv an implaraer Jovianus<ref>Ren : [[363]]-[[364]] ; Jovianus a varvas e [[Dadastana]], etre [[Nikea]] hag [[Anyra]], goude ur pred gant re a voeson, ha mouget gant moged ur brazeouer.&lt;nowiki&gt;</ref>, e voe Valentinian anvet da impalaer gant an arme, d'ar [[26 C'hwevrer]] 364 e Nikea<ref>E [[Turkia]] hiziv.</ref>. War c'houlenn-start an arme, e kemeras da genimpalaer e vreur [[Flavius Valens]], e [[Kergustentin]] d'an [[28 Meurzh]] 364.
 
Valentinian a gemeras ar C'hornog en e garg, tra ma voe lakaet ar Reter dindan veli Valens. En em guitaat a rejont e dibenn miz Eost 364 ha biken n'en em adweljont war-lerc'h.
 
E vab Flavius Gratianus a renas war e lerc'h.