Valentinian Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Valentinian, ar Sened, ha St Ambrosius
Linenn 10:
Dimezet e voe Valentinian da gentañ gant Marina Severa, a c'hanas [[Flavius Gratianus]] er bloaz [[359]]. Goude torret o eured ec'h addimezas gant Justina, merc'h ur gouarnour eus [[Italia]]. Ganti en devoe ur mab, [[Valentinian II]], ha teir merc'h : Justa, Grata ha Galla.
 
Dre e dalvoudegezh hag e galonegezh e voe staget ouzh gward an impalaer [[Juluan II]]. E [[357]] e voe savet da dribun. Argaset eo bet abalamour d'ur fallstamall. En em dennañ a reas neuze d'e vro c'henidik, Pannonia. Adlaket e voe en e garg gant Juluan II, met argaset evit un eil gwech abalamour d'ar relijion.<ref>Juluan e oa enep ar relijion kristen, hag abalamour da se e oa anvet "apostat" = renavi.</ref>
 
Adc'halvet e voe gant [[Jovianus]]<ref>Impalaer eus ar 27 Mezheven 363 d'ar 16 pe 17 C'hwevrer 364</ref>, ha kaset da C'halia da-gaout an arme bet lezet eno gant Juluan.
 
Goude marv an impalaer Jovianus<ref>Ren : [[363]]-[[364]] ; Jovianus a varvas e [[Dadastana]], etre [[Nikea]] hag [[Anyra]], goude ur pred gant re a voeson, ha mouget gant moged ur brazeouer.&lt#x3C;nowiki&gt#x3E;</ref>, e voe Valentinian anvet da impalaer gant an arme, d'ar [[26 C'hwevrer]] 364 e Nikea<ref>E [[Turkia]] hiziv.</ref>. War c'houlenn-start an arme, e kemeras da genimpalaer e vreur [[Flavius Valens]], e [[Kergustentin]] d'an [[28 Meurzh]] 364.
 
Valentinian a gemeras ar C'hornog en e garg, tra ma voe lakaet ar Reter dindan veli Valens. En em guitaat a rejont e dibenn miz Eost 364 ha biken n'en em adweljont war-lerc'h.
 
En em stalias e reas e Milano e miz Du 364. Eno e savas lezennoù a-enep ar re pinvidik ar vro, gwaskerien ar re munud ha ar re paour. Siwazh, ar re-man e oa re a c'halloud ganto, hag en o-zouez meur a senedourien, ken e savas disemglev etre Valentinian ha sened Roma.
 
Valentinian e oa kristen, mes war ar c'horre nemetken. Ne ouie ket kalz a dra war ar relijion, ha chomas didu war an aferio se. Koulskoude, a du e oa gant ar gristenien evit lakaat Ambrosius, gouarnour ar rannvro, e penn eskopti Milano, eer bloaz 373.
 
E vab Flavius Gratianus a renas war e lerc'h.