Valentinian Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Buhez: Valentinian e Pariz ha Reims
→‎Buhez: Valentinian en Amiens. Ar c'hont Theodosius kaset da Vreizh gant un arme.
Linenn 23:
 
E miz Here 365 e gwitaas Milano evit mont da Bariz ha da Reims, abalamour an Alamaned o devoa taget Galia ur wech ouzhpenn. A drugarez d'e ''magister equitum''<ref>''Magister equitum'' = komandant marc'hiegezh, a vo laket ''penn dragon'' gant ar Vretoned war-lerc'h, an dragon o vezañ arouez ar varchiegezh.</ref> Jovinus, e trec'has teir gwech arno.
 
E kerzh an hañv 367, en em stalias e ''Samarobriva'' (Amiens), abalamour e oa reuz gant ar Bikted e Breizh (-Veur).
 
Digouezhet klañv eno, e savas e vab Gratianus da ''Aogust'' = kenimpalaer, ar 24 Eost 367
 
E kerzh miz Here 367 e gasas ar c'hont Théodosius, ur spagnol, gant un arme da lakaat peoc'h en enezenn. <ref>En arme ar c'hont Theodosius e oa ivez ''Magnus Clemens Maximus'', migon gant Theodosius ar yaouank. Mat eo derc'hel se en sonj, rak aze emañ war lerc'h alc'whez ar vojenn Maksim ha Kynan.</ref>
 
Mont e reas da [[Trier|Drier]] abalamour d'an Alamaned, ur wech ouzhpenn.
 
E vab Flavius Gratianus a renas war e lerc'h.