Valentinian Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Buhez: Ankyra e lec'h Anyra
Linenn 6:
War a seblant e oa bet ganet e miz Gouere 320, pe 321, e ''Cibalae'' e [[Pannonia]] ar Su<ref>[[Vinkovci]] e [[Kroatia]] hiziv</ref>, en ur familh a renk izel.
 
E dad [[Gratianus Major]] a oa ur c'homandant anvet da ''[[comes|gomes]]''<ref>''Comes'' : "keveil" e [[latin]] ; ur c'hargad en arme an impalaeriezh.</ref> [[Afrika|Africae]]'' er bloaz [[327]] gant [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Konstantin I<sup>añ</sup>]], ha goude se da ''gomes'' Breizh-Veur gant [[Flavius Julius Constans]]. N'eus titour ebet diwar-benn e vamm.
 
Dimezet e voe Valentinian da gentañ gant Marina Severa, a c'hanas [[Flavius Gratianus]] er bloaz [[359]]. Goude torret o eured ec'h addimezas gant Justina, merc'h ur gouarnour eus [[Italia]]. Ganti en devoe ur mab, [[Valentinian II]], ha teir merc'h : Justa, Grata ha Galla.