Valentinian Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{pennad zo|Valentinianus}}
[[Restr:Valentinian1cng1570366obverse.jpg|thumb|''Solidus'' en aour Valentinian Iañ e [[364]]<br>Stal-labour [[Trier]]<br>Mirdi hendraouriezh [[Saint-Germain-en-Laye]], Inv n° 1499 N]]
'''Valentinian Iañ''', '''Flavius Valentinianus''' e [[latin]], ([[320]]/[[321]] - [[17 a viz Du]] [[375]]), a voe [[Impalaeriezh roman|kenimpalaer]] [[Roma]] etre [[364]] ha 375, war un dro gant e vreur [[Flavius Julius Valens]], impalaer eus [[364]] betek e varv [[378]].
 
== Buhez ==
War a seblant e oa bet ganet e miz Gouere 320, pe 321, e ''Cibalae'' e [[Pannonia]] ar Su<ref>[[Vinkovci]] e [[Kroatia]] hiziv</ref>, en ur familh a renk izel.
 
E dad [[Gratianus Major]] a oa ur c'homandant anvet da ''[[comes|gomes]]<ref>''Comes'' : "keveil" e [[latin]] ; ur c'hargad en arme an impalaeriezh.</ref> [[Afrika|Africae]]'' er bloaz [[327]] gant [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Konstantin I<sup>añ</sup>]], ha goude se da ''gomes'' [[Enez Vreizh]] gant [[Flavius Julius Constans]]. N'eusouzer titour ebetnetra diwar-benn e vamm.
 
Dimezet e voe Valentinian da gentañ gant [[Marina Severa]], a c'hanas [[Flavius Gratianus]] er bloaz [[359]]. Goude torret o eured ec'h addimezas gant Justina, merc'h ur gouarnour eus [[Italia]]. Ganti en devoe ur mab, [[Valentinian II]], ha teir merc'h : Justa, Grata ha Galla.
Linenn 12:
Dre e dalvoudegezh hag e galonegezh e voe staget ouzh gward an impalaer [[Juluan II]]. E [[357]] e voe savet da dribun. Argaset eo bet abalamour d'ur fallstamall. En em dennañ a reas neuze d'e vro c'henidik, Pannonia. Adlaket e voe en e garg gant Juluan II, met argaset un eil gwech abalamour d'ar relijion.<ref>Juluan e oa enep ar relijion kristen, hag abalamour da se e oa anvet "apostat" = renavi.</ref>
 
Adc'halvet e voe gant [[Jovianus]]<ref>Impalaer eus ar 27 Mezheven [[363]] d'ar 16 pe 17 C'hwevrer [[364]]</ref>, ha kaset da [[Galia|C'halia]] da-gaout an arme bet lezet eno gant Juluan.
 
Goude marv an impalaer [[Jovianus]]<ref>Ren : [[363]]-[[364]] ; Jovianus a varvas e [[Dadastana]], etre [[Nikea]] hag [[Anyra|Ankyra]], goude ur pred gant re a voeson, ha mouget gant moged ur [[brazeouer]].</ref>, e voe anvet Valentinian anvet da impalaer gant an arme, d'ar [[26 C'hwevrer]] [[364]] e Nikea<ref>E [[Turkia]] hiziv.</ref>. War c'houlenn-start an arme e kemeras da genimpalaer e vreur [[Flavius Valens]], e [[Kergustentin]] d'an [[28 Meurzh]] 364.
 
Valentinian a gemeras [[Impalaeriezh ar C'hornôg]] en e garg, tra ma voe lakaet ar [[Impalaeriezh roman ar Reter]] dindan veli Valens. En em guitaat a rejont e dibenn miz Eost 364 ha biken n'en em adweljont war-lerc'h.
 
En em staliañ a reas Valentinian Iañ e [[Milano]] e miz Du 364 a reas Valentinian Iañ. Eno e savas lezennoù a-enep pinvidien ar vro, a oa gwaskerien ar re vunut hag ar re baour. Siwazh, galloudus e oa ar re-hont, hag en o zouez meur a [[sened]]our, ken e savas dizemglev etre Valentinian ha sened Roma.
 
Valentinian e oa [[kristen]], mes war ar gorre nemetken. Ne ouie ket kalz a dra war ar [[relijion]], ha didu e chomas war an aferioù se. Koulskoude, a-du e oa gant ar gristenien evit lakaat [[Ambrosius]], gouarnour ar rannvro, e penn [[eskopti]] Milano, er bloaz [[373]].
Linenn 29:
Er bloaz [[368]] e voe taget [[Mainz|Mogontiacum]] gant Germaned, ha tapet ul lodenn eus an annezidi. En respont, Valentinian a enepstourmas garv etrezek broioù german en tu all d'ar [[Roen]] hag e trec'has war zu an [[Neckar]] uhel. Goude-se e savas ul linenn-difenn a-hed ar Roen gant tourioù, kastelloù ha kampoù.
 
Er bloaz [[372]] e voe tro da [[Maouritania|Vaouritania]] da gaout freuz ha reuz. [[Firmus]], ur priñs [[Maoured|maour]] kevredet, en em savas da impalaer. Trec'h e voe war rannarmeoù roman ar vro, hag aloubiñ e reas ''Mauritania Caesaria'' ha bro [[Setif]]. Gervel e reas Valentinian ar ''c'homes'' Theodosius eus Breizh-Veur hag en e gasas da Vaouritania. Eno, Theodosius ea veuzas ar vro er [[gwad]]. Firmus en em distrujas e [[374]] pe [[375]].
 
Er bloaz 374 e voe tro d'ar [[Gwaded|Waded]] ha [[Sarmated]] da dreuziñ an [[Danav]], ha lakaat en tan ha gwad e [[Pannonia]]. Tost e oant da lakaat o c'hrabanoù war merc'h [[Konstañs II]], aet eus Kergustentin da Drier evit dimeziñ gant Gratian, mab Valentinian.<br>
E-kerzh an diskaramzer 374 en em glevas Valentinian gant e enebour [[Macrianus]], roue ar C'hermaned, evit kaout peoc'h war ar Roen.