Valentinian Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 25:
 
E-kerzh an hañv [[367]] en em stalias e [[Amiens|Samarobriva]] abalamour ma oa reuz gant ar [[Pikted|Bikted]] e [[Breizh-Veur]]. Degouezhet klañv eno e savas e vab Gratianus da ''Aogust'', kenimpalaer, d'ar [[24 Eost]] 367.<br>
E miz Here 367 e kasas ar ''c'homes'' [[Flavius Theodosius]], ur [[spagnspagnol]]ol, gant un arme da lakaat peoc'h en enezenn.<ref>En arme ar c'hont Theodosius e oa ivez ''Magnus Clemens Maximus'', mignon gant Theodosius ar Yaouankañ. Mat eo derc'hel se e soñj, rak aze emañ war-lerc'h alc'hwez mojenn Maksim ha Kynan.</ref> Mont a reas da [[Trier|Drier]] abalamour d'ar C'hermaned, ur wech ouzhpenn.
 
Er bloaz [[368]] e voe taget [[Mainz|Mogontiacum]] gant Germaned, ha tapet ul lodenn eus an annezidi. En respont, Valentinian a enepstourmas garv etrezek broioù german en tu all d'ar [[Roen]] hag e trec'has war zu an [[Neckar]] uhel. Goude-se e savas ul linenn-difenn a-hed ar Roen gant tourioù, kastelloù ha kampoù.