Diforc'hioù etre adstummoù "Fungi"

5 okted lamet ,  1 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
|}
'''Foue''' <ref>Anv-stroll ; ''foueenn'' eo an unanderenn.</ref> ar ra ar [[bevoniezh|vevoniourien]] eus ar boudoù a ya d'ober ar [[riezad]] ''Fungi'' en [[damani (bevoniezh)|damani]] anvet [[Eukariot|Eukaryota]]. <ref>Ar [[foueoniezh]] eo ar skourr eus ar vevoniezh hag a bed gant ar foue.</ref><br>
Ledan-meurbet eo ar riezad-se, pa gaver enni ar [[goell]], al [[loued]]où, ar mildiou, ar mergl, ar penndu (korbon)c'horbon, ar serkpenndu hag ar c'hebell-touseg a zebromp. Foue unkelligek zo, lod all zo bras-kenañ. Meur a zoare kelc'hiad bevañ zo dezho, meur a stumm ha meur a endro. Hervez ar skiantourien ez eus etre 2,2 ha 3,8 milmilion a spesadoù er riezad. <ref>{{en}} Joseph Heitman & all : ''The Fungal Kingdom'', ASM Press, 2017 {{ISBN|978-1-55581-957-6}}</ref> Nevez zo ez eo bet adsavet rummadur [[filogeniezh|filogenetek]] riezad ar foue, a zo rannet bremañ en 1 isriezad, 7 [[skourrad]] ha 10 iskourrad ; war-dro 120&nbsp;000 spesad zo bet deskrivet betek-henn.
 
Disrann diouzh hini al [[loen]]ed ha hini ar [[plant]] eo riezad ar foue, abalamour d'ar c'hitin (un doare glukoz) a zo e speurennoù o [[kellig]]où evel en [[ezrelegenn]] an [[amprevan]]ed hag ar [[kresteneged|c'hresteneged]].<br>
454

modifications