Ar Brezoneg er Skol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
== Kumunioù o doa votet a-du gant ar mennad ==
[[Restr:Ar_Brezoneg_er_skol.jpg|thumb|upright=2.7|Kumunioù bet sinet mennad Ar brezoneg ar skol etre 1934 ha 1938]]
N'eo ket bet gwall zedennet hon istorourien gant al luskad pouezus-mañ evit istor ar brezhoneg pa ne c'haller ket c'hoazh kavout roll klok ar c'humunioù bet sinet ganto ar mennad evit kelenn brezhoneg er skol. Diglok e chom ar roll kumunioù dindan neuze. Evit e sevel ez eus bet implijet div vammenn. Da gentañ-penn levr [[Marcel Guyesse]] ''"La langue bretonne, ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle"'' bet embannet e [[1936]]. Ennañ e kaver ur roll eus ar c'humunioù bet votet ganto d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1936 (er pajennoù 265-267). Al luskad '''Ar brezoneg er skol''' eus e du a embannas ul levrig e [[1938]] evit ober ar poent war ar c'houlzad ''"Enseigner le breton, exigence bretonne"''. Kontañ a raed '''337 kumun siner d'ar c'hentañ a viz Mae 1938'''. E dibenn al levrig-se ez eus ur roll eus ar c'humunioù bet emezelet er c'houlzad '''Ar brezoneg er skol''' d'ar c'hentañ a viz Mae 1938 hag a ya da glokaat ar roll bet embannet kent gant Guyesse. N'eo ket bet kavet roll ar c'humunioù bet votet ar mennad ganto etre ar c'hentañ a viz Mae 1938 ha diviz divodañ ''Ar brezoneg er skol'' e 1945. El levr ''"Les Bretons à l'heure de l'Europe"'' bet embannet e 1961 e rae anv Yann Poupinot a '''459 c'humun bet votet ganto e 1944''', en o zouez [[Kastell-Briant]], [[Ankiniz]] ha [[Machikoul]], da lavaret eo ur c'hard kumunioù ouzhpenn. Dre ma n'eus ket bet gallet gwiriañ an dra-se n'int ket bet lakaet er roll amañ dindan neuze. Daoust da se, sklaer eo ez eo bet niverusoc'h ar c'humunioù o votiñ ar mennad ha ne ziskouez ar gartenn nemet stad ul luskad ha n'eo ket chomet a-sav e 1938. Pontkastel-Keren el Liger-Atlantel a votas e miz Du 1942 ivez.
 
==== En Aodoù-ar-Arvor ====
Linenn 143:
 
*[[Penc'herieg]] (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
*[[Pontkastell-Keren]] (e miz Du 1942)
*[[Sant-Nikolaz-an-Hent]] (etre 1934 hag ar 1añ a viz Ebrel 1936)
*[[Sant-Yoasin|Sant-Yoasim]] (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
Linenn 411 ⟶ 412:
 
== Degemer ar c'houlzad ==
Dizingal e vo berzh ar c'houlzad hervez al lec'h, diouzh ar gendestenn lec'hel ha, sur a-walc'h ivez, diouzh ma oa emsaverien war an dachenn evit mont da c'houlenn digant kuzulioù-kêr kumun pe gumun votiñ ar mennad. E Leon, Kreiz Breizh-Izel, Treger hag Arvor Kerne-Izel e reas berzh al luskad, e kornad an Oriant ivez. E lec'h all nebeutoc'h. Daoust ma ne oa ket bet soñjet evit bezañ votet gant kumunioù eus Breizh-Uhel, meur a hini a zivizas votiñ mennad ''Ar brezoneg er skol.'' E Breizh-Uhel e voe votet gant kumunioù a-hed bevenn ar yezh alies pe e lec'hioù divrezhonekaet a-nevesoc'h, evel e bro Wenrann. Bro Sant-Brieg ha bro-Redon a roas un degemer c'hwek d'ar c'houlzad ivez ha meur a gumun a votas ar mennad eno.
E Leon, Kreiz Breizh-Izel, Treger hag Arvor Kerne-Izel e reas berzh al luskad, e kornad an Oriant ivez. E lec'h all nebeutoc'h. Daoust ma ne oa ket bet soñjet evit bezañ votet gant kumunioù eus Breizh-Uhel, meur a hini a zivizas votiñ mennad ''Ar brezoneg er skol.'' E Breizh-Uhel e voe votet gant kumunioù a-hed bevenn ar yezh alies pe e lec'hioù divrezhonekaet a-nevesoc'h, evel e bro Wenrann. Bro Sant-Brieg ha bro-Redon a roas un degemer c'hwek d'ar c'houlzad ivez ha meur a gumun a votas ar mennad eno.
 
Da notiñ zo ne voe ket votet mennad ''ar brezoneg er skol'' gant kêr vras ebet nemet gant kêr Gemper, ur gêr a zo bet a-viskoazh digoroc'h d'ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh eget hor c'hêrioù bras all. Votet e voe gant Kemper hec'h-unan met ivez gant kumunioù [[Kerfeunteun]] ha Penharz a voe staget ouzh Kemper e 1960. Kumun an [[Erge-Vihan]], staget ouzh Kemper e 1960 ivez, a chomas hep votiñ ar mennad avat.
 
Er c'hêrioù bras e oa eus ar goulenn evit kelenn ar brezhoneg ur c'hraf politikeloc'h eget war ar maez. Naoned, Sant-Nazer ha Roazhon, kêrioù enno kalz a vrezhonegerien a chomas hep votiñ. Maered Roazhon d'ar mare-se, [[Jean Lemaistre]] ha [[François Château]] a oa ezel eus ar [[Strollad Radikal an Tu-kleiz|Strollad radikal]]. E Sant-Nazer e oa [[François Blancho]], bet maer etre 1925 ha 1941, a oa ivez kuzulier-departamant evit an SFIO a oa e penn. Evit ar pezh a sell ouzh Naoned e oa [[Léopold Cassegrain]] hag [[Auguste Pageot]] a oa e penn, eus ar strolladoù Radikal hag eus an SFIO ivez. Herverk eo ivez, evel-just ne voe ket votet ar mennad gant maered Brest ([[Victor Le Gorgeu]] bet maer etre 1929 ha 1941) hag an Oriant ([[Jules Legrand]] (radikal) hag [[Emmanuel Svob]] (SFIO)). Ma ne voe ket votet gant kêr Vrest, kumunioù Sant-Mark ha Kerbêr-Kilbignon, bev-mat ar brezhoneg enno d'ar mare-hont c'hoazh, en reas. Lambezelleg avat a reas evel Brest hag a chomas hep votiñ. Gwened, en he fenn [[Maurice Marchais]], a reas evel ar c'hêrioù bras all hag a chomas hep votiñ. Da notiñ emañ ivez degouezh dibar Sant-Brieg renet gant an SFIO ivez hag en he fenn [[Élie-Octave Brilleaud]]. Sant-Brieg ne votas ket. Koulskoude e oa uhel an dregantad a vrezhonegerien e kêr hag oberiant mat an emsav brezhoneg peogwir e oa ur gergêr ma oa staliet enni [[Frañsez Vallée]]. Sant-Brieg, kêr c'henidik [[Emil Ernod]], a oa bet ar gêr gentañ o reiñ digor d'ar brezhoneg er skolioù prevez kerkent ha dibenn an 19vet kantved e [[lise Sant-Charlez]]. Serr e chomas dorioù ar skolioù publik enni ouzh ar brezhoneg avat.
 
== Mammennoù ==