Ar Brezoneg er Skol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
== Kumunioù o doa votet a-du gant ar mennad ==
[[Restr:Ar_Brezoneg_er_skol.jpg|thumb|upright=2.7|Kumunioù bet sinet mennad Ar brezoneg ar skol etre 1934 ha 1938]]
N'eo ket bet gwall zedennet hon istorourien gant al luskad pouezus-mañ evit istor ar brezhoneg pa ne c'haller ket c'hoazh kavout roll klok ar c'humunioù bet sinet ganto ar mennad evit kelenn brezhoneg er skol. Diglok e chom ar roll kumunioù dindan neuze. Evit e sevel ez eus bet implijet div vammenn. Da gentañ-penn levr [[Marcel Guyesse]] ''"La langue bretonne, ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle"'' bet embannet e [[1936]]. Ennañ e kaver ur roll eus ar c'humunioù bet votet ganto d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1936 (er pajennoù 265-267). Al luskad '''Ar brezoneg er skol''' eus e du a embannas ul levrig e [[1938]] evit ober ar poent war ar c'houlzad ''"Enseigner le breton, exigence bretonne"''. Kontañ a raed '''337 kumun siner d'ar c'hentañ a viz Mae 1938'''. E dibenn al levrig-se ez eus ur roll eus ar c'humunioù bet emezelet er c'houlzad '''Ar brezoneg er skol''' d'ar c'hentañ a viz Mae 1938 hag a ya da glokaat ar roll bet embannet kent gant Guyesse. N'eo ket bet kavet roll ar c'humunioù bet votet ar mennad ganto etre ar c'hentañ a viz Mae 1938 ha diviz divodañar Stad da zivodañ ''Ar brezoneg er skol'' e 1945. El levr ''"Les Bretons à l'heure de l'Europe"'' bet embannet e 1961 e rae anv Yann Poupinot a '''459 c'humun bet votet ganto e 1944''', en o zouez [[Kastell-Briant]], [[Ankiniz]] ha [[Machikoul]], da lavaret eo ur c'hard kumunioù ouzhpenn. Dre ma n'eus ket bet gallet gwiriañ an dra-se n'int ket bet lakaet er roll amañ dindan neuze. Daoust da se, sklaer eo ez eo bet niverusoc'h ar c'humunioù o votiñ ar mennad ha ne ziskouez ar gartenn nemet stad ul luskad ha n'eo ket chomet a-sav e 1938. Pontkastel-Keren el Liger-Atlantel a votas e miz Du 1942 ivez.
 
E-touez ar c'humunioù o deus votet goude Mae 1938 emañ [[Pontkastell-Keren]] el Liger-Atlantel a votas e miz Du 1942.
 
==== En Aodoù-ar-Arvor ====