Annwn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Wikiadur
Linenn 1:
'''Annwn''', '''Annwfn''' pe '''Annwvyn''' eo anv kembraek (krenngembraek) Bed All ar Gelted er [[mojennerezh]] Gembraeg. Un doare [[baradoz]] eo ''Annwn'' er skridoù koshañ. War an diwezhadoù avat e teuas da vout ur seurt Ifern[[ifern]], dindan levezon ar [[kristeniezh|gristeniezh]].<sup>[daveenn]</sup>
 
Er [[Mabinogi|''Mabinogi'']] eo [[Arawn]] eo roue Annwn, diwezhatoc'h e kaver anv eus [[Gwyn ap Nudd]] e [[Danvez Breizh|lennegezh Arzhurelarzhurel]]. E mojenn ''[[Pwyll Pendefig Dyfed|Pwyll priñs Dyfed]]'' (kembraeg [[Pwyll Pendefig Dyfed|''Pwyll Pendefig Dyfed'']]) hag e danevelloù all e tiskouezer ''Annwn'' evel ul lec'h a levenez hag a builhentez.<ref name=":0">Fañch Èlies Abeozen (troidigezh), ''Pevar Skourr ar Mabinogi'' (Kemper : Preder, 1980), pp. 25-51.</ref>
 
== Anv hag etimologiezh ==
Damantañ a ra ar mammennoù krenngembraek e roed d'ar ger ar ster "don-kenañ" er grennamzer.<ref>Patrick Sims-Williams, "Some Celtic otherworld terms" in Ann T. E. Matonis ha Daniel F. Mela (emb.), ''Celtic Language, Celtic Culture: a Festschrift for Eric P. Hamp'' (Van Nuys, Ca.: Ford & Bailie, 1990), pp. 57–84.</ref> Kavout a reer ar stumm ''antumnos'' war un dabletez c'halianek<ref>Plomb du Larzac. Gw. http://www.arbre-celtique.com/encyclopedie/plomb-du-larzac-233.htm</ref> a lakfe da soñjal e teu an anv eus *''ande-dubnos'', ur ger a gaver e [[predeneg]] hag e [[galianeg]] gant ar ster "ar bed a-zindan".<ref>Lambert, Pierre-Yves. (2003). ''La langue gauloise: description linguistique, commentaire d’inscriptions choisies.'' Paris: Errance. 2nd ed.</ref> Distagadur ar ger kembraek a-vremañ a zo [ˈanʊn].
 
== Lec'hierezh ==
Klotañ a ra ar mojennerezh predenek gant an hini gouezelek amañ. Krediñ a raed edo ar Bed All pe war un enezenn pe dindan an douar.<ref>[[John T. Koch]] (emb.), ''Celtic Culture, a Historical Encyclopedia'' (Santa Barbara, Ca.: ABC-Clio, 2006), pp. 1404-1405.</ref> E kentañ skourr ar ''Mabinogi'' n'eo ket meneget pelec'h emañ ''Annwn'', zoken ma komprener e c'hellfe bezañ e Dyfed.<ref name=":0" /> Er barzhoneg krenngembraeg [[Preiddeu Annwfn|''Preiddeu Annwfn'']] a gaver e ''[[Levr Taliesin]]'' eo diskouezet ''Annwn'' evel un enezenn : "''yg kaer pedryfan ynys pybyrdor''" ("e Kêr Pedryvan, enez an nor galet", rann 3, gwerzenn 2). Daou vanvez hud all a c'hoarvez en eil skourr ar ''Mabinogi'' ; lec'hiet int en [[Harlech]], e Gwalarn [[Kembre|Bro-Gembre]], ha war [[Enez Gwales]] e Mervent [[Sir Benfro]].
 
== Lennegezh kembraek ==
===Er Mabinogi===
Kavout a reer Annwn e ''Pevar Skourr ar Mabinogi'', ur strollad peder mojenn eus penn-kentañ ar grennamzer.<ref name=":0" />
 
Er c'hentañ skourr, an danevell [[Pwyll Pendefig Dyfed|''Pwyll Priñs Dyfed'']], e weler [[Pwyll, priñs Dyfed|Pwyll]] o vont da chaseal da saonenn [[Glyn Cuch]], a zo e [[Dyfed]]. Gant e [[chas]] ez a war-lerc'h ur [[karv|c'harv]] a vo lazhet gant chas iskis Arawn. Annoazhañ a ra Pwyll Arawn pa gemer e chas dezhañ preiz roue Annwn. A-benn bezañ daskoret e kinnig Arawn un emglev. Kudenn en deus gant ur priñs all, [[Hafgan]], hag a-benn hen skoazell-eñ e kinnig da bPwyll eilpennañ o flasennoù - bez e vo Pwyll roue Annwn e-pad ur bloaz, hag Arawn roue Dyfed en hevelep mare. Asantiñ a ra Pwyll. Neuze e ro an danevell un daolenn eus Annwn ha buhez Pwyll aze. Laouen eo Pwyll e-pad ar bloavezh-se ha tennañ a ra pep plijadur eus Annwn hep kousket gant gwreg Arawn. E penn ar bloaz e c'hounez grad vat Arawn ha reiñ a reer dezhañ an anv ''Penn Annwn''.
 
Er pevarvet skourr ne weler ket Arawn zoken mard eo meneget pa gas ur prof da hêr Pwyll, [[Pryderi]]. Moc'h hud eo ar prof, ha degas a ra ur brezel etre Dyfed ha [[Gwynedd]].
 
=== E Danevelloùtestennoù kembraek all ===
Deskrivañ a ra ar barzhoneg harozel [[Cad Goddeu|''Cad Goddeu'']] (e-barzh ''Levr Taliesin'') ur gad etre Gwynedd ha lu ''Annwn'' dindan gourc'hemenn Arawn. Laeret en doa [[Amaethon]], niz [[Math, mab Mathonwy|Math]] roue Gwynedd, ur giez, ur gernigell hag ur [[yourc'h]] digant tud ar Bed All, ha setu penaos e oa kroget ar brezel. Taolennet eo annezidi ''Annwn'' evel tud iskis ha spontus gant korfoù n'int ket denel<ref>Cad Goddeu, gw. http://www.maryjones.us/ctexts/t08.html</ref>. Trec'hiñ a ra [[Gwydion fab Dôn|Gwydion]], [[haroz]] ha hudour, lu Arawn en ur gilhañ ar gwez d'en em gannañ hag en ur zivinout anv unan eus harozed an enebour, [[Bendigeidfran|Bran]].
 
Kavout a reer ''Annwn'' e-barzh [[Preiddeu Annwfn|''Preiddeu Annwfn'']], ur barzhoneg all eus ''Levr Taliesin''. Deskrivañ a ra beaj ar Roue Arzhur da ''Annwn''. Kontañ a ra an daneveller penaos ez eas Arzhur gant teir lestrad tud da ''Annwn'', ha penaos na zistroas nemet seizh anezho. Anvioù a-leizh en deus ''Annwn'' er barzhoneg : "Caer Pedryvan", "Caer Sidi", "Caer Vedwyd", "Caer Rigor", "Caer Wydyr", "Caer Golud", "Caer Vandwy", "Caer Ochren". An anvioù-se a c'hellfe bezañ anvioù disheñvel evit ''Annwn'', pe anvioù lec'hioù en ''Annwn'' ; n'eo ket splann ar barzhoneg.
 
E-barzh danevelloù all e weler [[Gwyn ap Nudd]] gant karg roue Annwn. Un [[hemolc'herh]]er a vlein eneoù ar re varv, ha soñjal a reer e c'hellfe bezañ enkorfañ ar goañv e mojennerezh Bro-Gembre.<ref>Robert Graves, ''The White Goddess: A Historical Grammar of Poetic Myth'' (Octagon Books, 1978). <nowiki>ISBN 0-374-93239-5</nowiki>, <nowiki>ISBN 978-0-374-93239-8</nowiki>.</ref> E ''Vita Collen'' (''Buhez Sant Collen'') e trec'h ar sant war lez Gwyn en ur implijout dour-benniget. E mojenn [[Kulhwch hag Olwen|''Kulhwch hag Olwen'']] e lavarer e roas Doue reoliañ an [[aerouant|aerewent]] da c'hGwyn ap Nudd. Kavout a reer en hengoun menegiñ Gwyn o hemolc'hiñ eneoù gant ur bagad chas-spes anvet Cwn Annwn ("Kon Annwn").
 
== Annwn er sevenadur a-vremañ ==
Diazezet eo film John Fawcett ''[[The Dark]]'' (2005) war romant Simon Maginn ''[[Sheep]]'', hag e-barzh e kaver mojenn ''Annwn''.
 
E-barzh e romantoù Sorrowline ha Timesmith e tiskouez ar skrivagner saoz [[Niel Bushnell]] un enezenn anvet ''Annwn'' er Bed All.<ref>Neil Bushnell, ''Sorrowline'' (Andersen Press, 2013). <nowiki>ISBN 9781849395236</nowiki></ref>
Anv un duo pagan-folk alamanat eo Annwn.
 
Kemeret en doa ar skrivagner kembreat David Jones Annwn (ganet e 1953) ane anv "Annwn" e 1975 en homaj d'e eontr, ar barzh kembreat Henry Lloyd "ap Hefin" ("map deiz gouel Yann").
E-barzh e romantoù Sorrowline ha Timesmith e tiskouez ar skrivagner saoz [[Niel Bushnell]] un enezenn anvet Annwn er Bed All.<ref>Neil Bushnell, ''Sorrowline'' (Andersen Press, 2013). <nowiki>ISBN 9781849395236</nowiki></ref>
 
Kemeret en doa ar skrivagner kembreat David Jones Annwn (ganet e 1953) an anv "Annwn" e 1975 en homaj d'e eontr, ar barzh kembreat Henry Lloyd "ap Hefin" ("map deiz gouel Yann").
 
Implijet e oa ar ger galianek ''antumnos'' ha menegoù d'ar Bed All gant ar bagad suis [[Eluveitie]] en oc'h albom ''Origins'' (2014).
Linenn 37 ⟶ 36:
 
Sevel a reas ar c'hompozer amerikan [[Mick Barr]] un albom anvet ''Annwn'' e 2008. Un eil albom, ''Annwn 2'', a oa savet e 2012 hag adstummet e oant o-daou e 2015 dindan titl ''Cruinn Annwn''.
 
Anv un duo[[daouad]] pagan-folk alamanat eo ''Annwn''.
 
== Mammennoù ==
Linenn 43 ⟶ 44:
==Gwelout ivez==
*[[Anaon]]
*[[Baradoz]]
*[[Enez Avalon|Avalon]]
*[[Mabinogi]]