24 eurvezh ar Mañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
[[Restr:1969Ferrari312P.jpg|thumb|300px|Ferrari e 1969]]
'''24 eurvezh ar Mañs''' ("''Les 24 heures du Mans''" e galleg) a zo ur redadeg kirri a bad 24 eurvezh, a c'hoarvezvez redet e miz Even diouzh boaz war un droiad hent e-kichen [[Ar Mañs|ar Mañs]] e [[Bro-C'hall]]. Redet e vez bep bloaz abaoe [[1923]]. Ur redadeg [[Andur]] eo, o lakaat ar kirri, ar bandennoù-rod hag ar vlenierien da badout ar muiañ e vez posupl. Unan eus redadegoù-kirri brudetañ er bed eo hag unan eus kurunennoù ar [[Kurunenn Dripl|Gurunenn Dripl]] eo, asambles gant an [[Indianapolis 500]] ha [[Priz Bras kirri Monako|Priz Bras Monako]].
 
Aozet e vez ar redadeg gant an [[Automobile Club de l'Ouest]] (ACO) war 24 eurvezh a zo an amzer e lec'h ma rank ar perzhidi ober ar muiañ a gilometradoù a c'hallhellont ober. Da gentañ e oa digor ar redadeg evit kirri a c'hallfe bezañ gwerzhet da n'eus forzh piv, met bremañ e vez digor ar redadeg d'ar C'hentpatromoù (Renkad ''Prototype'' e galleg) ha d'an Touristerezh Bras (Renkad ''Grand Tourisme'' e galleg).
 
Awenet en deus ar redadeg redadegoù-all evel [[24 eurvezh Daytona]], [[24 eurvezh an Nürburgring]] pe [[24 eurvezh Spa]] ha kevezadegoù zo graet diwar reolennoù 24 eurvezh ar Mañs evel an [[American Le Mans Series|ALMS]] pe an [[European Le Mans Series|ELMS]]. E-barzh [[Kevezadeg bed an Andur|kevezadeg bed an Andur]] emañ ar redadeg bremañ. Alies e oa bet perzh eus [[Kevezadeg bed ar C'hirri Sport]] abaoe 1953 hag abaoe 2012 emañ perzh eus [[Kevezadeg bed an Andurañs]].
 
== Ar redadeg ==