Annwn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kemmadur
D Munudoù reizh.
Linenn 3:
Er [[Mabinogi|''Mabinogi'']] eo [[Arawn]] eo roue Annwn, diwezhatoc'h e kaver anv eus [[Gwyn ap Nudd]] e [[Danvez Breizh|lennegezh arzhurel]]. E mojenn ''[[Pwyll Pendefig Dyfed|Pwyll priñs Dyfed]]'' (kembraeg [[Pwyll Pendefig Dyfed|''Pwyll Pendefig Dyfed'']]) hag e danevelloù all e tiskouezer ''Annwn'' evel ul lec'h a levenez hag a builhentez.<ref name=":0">Fañch Èlies Abeozen (troidigezh), ''Pevar Skourr ar Mabinogi'' (Kemper : Preder, 1980), pp. 25-51.</ref>
 
== Anv hag etimologiezhEtimologiezh ==
Damantañ a ra ar mammennoù krenngembraek e roed d'ar ger ar ster "don-kenañ" er grennamzer.<ref>Patrick Sims-Williams, "Some Celtic otherworld terms" in Ann T. E. Matonis ha Daniel F. Mela (emb.), ''Celtic Language, Celtic Culture: a Festschrift for Eric P. Hamp'' (Van Nuys, Ca.: Ford & Bailie, 1990), pp. 57–84.</ref> Kavout a reer ar stumm ''antumnos'' war un dabletez c'halianek<ref>Plomb du Larzac. Gw. http://www.arbre-celtique.com/encyclopedie/plomb-du-larzac-233.htm</ref> a lakfe da soñjal e teu an anv eus *''ande-dubnos'', ur ger a gaver e [[predeneg]] hag e [[galianeg]] gant ar ster "ar bed a-zindan".<ref>Lambert, Pierre-Yves. (2003). ''La langue gauloise: description linguistique, commentaire d’inscriptions choisies.'' Paris: Errance. 2nd ed.</ref> Distagadur ar ger kembraek a-vremañ a zo [ˈanʊn].
 
Linenn 17:
Er pevarvet skourr ne weler ket Arawn zoken mard eo meneget pa gas ur prof da hêr Pwyll, [[Pryderi]]. Moc'h hud eo ar prof, ha degas a ra ur brezel etre Dyfed ha [[Gwynedd]].
 
=== E testennoù kembraekpredenek all ===
Deskrivañ a ra ar barzhoneg harozel [[Cad Goddeu|''Cad Goddeu'']] (e-barzh ''Levr Taliesin'') ur gad etre Gwynedd ha lu ''Annwn'' dindan gourc'hemenn Arawn. Laeret en doa [[Amaethon]], niz [[Math, mab Mathonwy|Math]] roue Gwynedd, ur giez, ur gernigell hag ur [[yourc'h]] digant tud ar Bed All, ha setu penaos e oa kroget ar brezel. Taolennet eo annezidi ''Annwn'' evel tud iskis ha spontus gant korfoù n'int ket denel<ref>Cad Goddeu, gw. http://www.maryjones.us/ctexts/t08.html</ref>. Trec'hiñ a ra [[Gwydion fab Dôn|Gwydion]], [[haroz]] ha hudour, lu Arawn en ur gilhañ ar gwez d'en em gannañ hag en ur zivinout anv unan eus harozed an enebour, [[Bendigeidfran|Bran]].
 
Linenn 43:
*[[Baradoz]]
*[[Enez Avalon|Avalon]]
*[[Ifern]]
*[[Mabinogi]]
 
== Notennoù==
{{Daveoù}}