24 eurvezh ar Mañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
== Ar redadeg ==
[[Restr:Le Mans Race Control.jpg|200px|vignette|dehou|Linenn ar standoù]]
Dalc'het e vez e miz Even, pa vez an noz en he hirañ, met d'ur mare ma c'hell an amzer bezañ tomm, goude ma ra glav alies a-walc'h d'ar mare-se eus ar bloaz. Komañs a ra ar redadeg e-kreiz an endervezh d'ar Sadorn hag echuiñ a ra d'ar memes eur d'ar Sul. Bep an amzer e oa bet daleet ar redadeg, e miz Gwengolo e [[1968]] pe d'an hevelep miz e [[2020]] abalamour da [[ Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020]].
 
En amzerioù modern e reder alies war-dro 5000 km, gant ar rekord bet graet e [[2010]] gant 5410 km, c'hwec'h gwezh hirder [[Indianapolis 500]] ha triwec'h gwezh hirder ur Priz Bras [[Formulenn 1]]. Poaniañ a ra ar skipailhoù hag ar vlenierien evit mont ar fonnusañ posupl en ur chom hep kaout kudennoù mekanik hag en ur verañ an eoul-tan hag ar [[bandenn-rod|bandennoù-rod]] kenkoulz hag ar stardoù. Testiñ a ra ivez andurañs ar vlenierien a rank redek div eurvezh diouzh renk pe muioc'h.
 
=== Ar c'hirri ===
War-dro 50 karr a c'hall redek, met n'int ket holl eus ar memes rummad. Rummadoù diseurt a zo bet met bremañ n'eus nemet pevar, daou eus ar rummad ''Kentpatromoù'' (''Le Mans Prototype 1'' pe ''LMP1'' ha ''Le Mans Prototype 2'' pe ''LMP2''), ha daou eus ar rummad Touristerezh Bras (''Grand Tourisme'' e galleg, ''Grand Tourer'' e saozneg) (''GT Endurance Pro'' evit ar vlenierien a vicher ha ''GT Endurance AM'' evit ar re n'int ket) a heul reolennoù ar FIA GT2. An holl a red asambles, met loreet e vez un trec'hour e pep rummad ouzhpenn an trec'hour hollek. Ar rummad pouezusañ eo an LMP1, hag alies mat e teu an trec'hour eus ar rummad-se. A-wezhioù avat e trec'h unan eus ar rummadoù all a drugarez d'ur fiziout gwelloc'h.