Muntr Appin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Seumas_a'_Ghlinne_memorial_cairn-geograph.org.uk-1651543.jpg |thumb| Monumant da [[Alan Breck Stewart]].]]
'''Muntr Appin''' (''Murt na h-Apainnin'' e gouezeleg, ''Appin Murder'' e saozneg) zo ur muntr politikel c'hoarvezet e [[1752]], en [[Appin]], e kornôg [[Bro-Skos]].
 
==Istor==
D'ar 14 a viz Mae 1752 edo Colin Roy Campbell of Glenure, 44 bloaz, karget gant ar gouarnamant saoz da verañ douaroù ar c'hlan Stewart of Appin en [[Argyllshire]], o treuziñ koad Lettermore, e-tal Duror. Tennet e voe en e gein. klasket e voe ar muntrer e-touez klan Stewarts of Appin, a oa bet diberc'hennet war urzh Campbell dre ma oant e-tu ar jakobited.
 
Tamallet e voe Allan Stewart (pe Alan Breck Stewart), a oa tec'het, ha James Stewart (anavezet ivez evel Seumas a' Ghlinne [James of the Glen] aha breur Ardshiel), a voe harzet ha barnet.
 
Petra bennak ma voe anat er prosez ne oa ket bet kemeret perzh ebet gant James er muntr ( unalibi mat en devoa) e voe kavet kablus "in airts and pairts" gant ur bodad-barn ennañ tud eus ar barrez ma c'hoarvezas an drouklazh. Ar barner e oa Archibald Campbell, 3de Dug Argyll, penn ar c'hlan Campbell; diwar 15 ezel ar bodad-barn e oa 11 ezel eus ar c'hlan Campbell .
 
Krouget e voe James Stewart d'an 8 a viz Du 1752 .