Muntr Appin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
D'ar [[14 a viz Mae]] 1752 edo Colin Roy Campbell eus Glenure, 44 bloaz, karget gant [[gouarnamant]] [[Bro-Saoz]] da verañ douaroù ar [[Klann (Bro-Skos)|c'hlann]] Stiùbhairt Apann (Stewart of Appin) en [[Argyllshire]] an Norzh, o treuziñ koad Lettermore, e-tal An Dùrar (Duror). Tennet e voe en e gein. Klasket e voe ar muntrer e-touez klann Stiùbhairt Apann, a oa bet diberc'hennet war urzh Campbell dre ma oant e-tu ar [[Jakobited]].
 
Tamallet e voe Allan Stewart ([[Alan Breck Stewart]]), a oa tec'het, hag ar barzh [[James Stewart of the Glen|James Stewart]] (anavezet ivez evel [[Seumas a' Ghlinne]] "James of the Glens"), a voe harzet ha barnet.
 
Petra bennak ma voe anat er prosez ne oa ket bet kemeret perzh ebet gant James er muntr (un alibi mat en devoa) e voe kavet kablus "''in airts and pairts''"<ref>''In airts and pairts'' : "dre skoazellañ ha skorañ" er [[gwir (lezenn)|gwir]] skosat. • Gwelout {{en}} [https://dsl.ac.uk/entry/snd/airt_n1 ''Dictionary of the Scots Language'']</ref> gant ur bodad-barn ennañ tud eus ar barrez ma c'hoarvezas an drouklazh. Ar barner e oa Archibald Campbell, 3de dug Argyll, penn ar c'hlan Campbell ; diwar 15 ezel ar bodad-barn e oa 11 ezel eus ar c'hlan Campbell .