Unvaniez Arvor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Mennozhioù ha darn istor UA
Linenn 6:
 
== Mennozhioù ==
E niverenn gentañ ar ''Bulletin de la Fédération régionaliste de Bretagne'' e voe skrivet n'en doa an aozadur nevez netra da welout gant un obererezh politikel. Un dislavar ne oa ket, pa ne oa ket intent, hervez [[Alain Déniel]], eus ober kampagn ha kemer perzh en [[dilennadeg]]où. Displeget e voe abegoù an disrann :
 
* En emsilet ez eus (e-barzh KBB) mondianed estren hag a gemer ar plas a dlefe bezañ roet d'ar Vrezhoned wir ha d'ar Varzhed, ken ez a an Emsav da vezañ troet war-zu embannoù politikel, kontrol-mik d'ar reolennoù
Linenn 12:
* Doareoù tud deuet evit gronnañ ar c'hadoriad nevez zo hag a glask aozañ ar Gevredigezh diwar o froudennoù ma yafe-hi da vezañ ur gevredigezh diduamant
 
E-doug ar c'hendalc'h kentañ, dalc'het e [[Ploermael]], e C'hwevrer 1912, e embannas ar c'hadoriad : "Un digreizennadur hag un emrenerezh normal evit ma vo diorroet kreñv o teurioù ha perzhioù hor gouenn a fell deomp kaout ha doujañ evit hengounioù hon hendadoù ivez". […]. Pelloc'h e adlavar " e tleer skarzhañ ar politikerezh kuit, pa 'z eo un abeg evit an droukrañs hag ar gerteri."
 
Eus 1920 betek ar bloavezioù 50 e chomas Jean Choleau, hag eñ hêr da [[gwiaderezh|wiaderien]] e [[Gwitreg]] ha ur greantour er obererezh-se, e penn an aozadur. Degas a reas ur savboent armezrhel ha ne oa ket anezha~~en Emsav kenta~~. Ur renkad tud gant micherioù o tennañ d'an aferioù a zeuas da vezañ dedennet gant Breizh ha ne vezent ket an holl anezho brezhonegerien ha pa glaske lod anezho adpiaouiñ ar yezh. E komzoù berr eo bet displeget an dra gant Michel Nicolas : "Un torradur diwar ar bloc'had maeziad, hag eñ an hini mestroniour betek-hen, ha dilec'hiadur ar rannvroelouriezh war dachenn an diorreadur lec'hel, hemañ armerzhel dreist-holl, koulz hini ar greanterezh hag hini ar c'henwerzh<ref>Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton : Emsav, 1982.</ref>". Tolpañ [[energiezh]]où evit kreskiñ pinvidigezhioù ar Vrezhoned e voe diaz an lavar broadel a gloto gant [[laz (meizad)]]ioù darn ar [[bourc'hizelezh|vourc'hizelezh]] bihan hag ar vourc'hizelezh krenn e Breizh. <br> E 1920 e embann Unvaniez Arvor e vefe gwelloc'h broudañ ''Breiz arvorigat'', ur rannvro armerzhel, Naoned ar gêr-benn dezhi, a enklozfe [[Anjev]], [[Cotentin|Kotentin]], [[Maine (proviñs)|Maine]] ha [[Poatev]] ha ne voe ket resevet mat ar c'hinnig gant an holl izili. Ne oa ket dre zegouzh e klaske Jean Choleau klotañ ouzh ar prederiadennoù a rene en amzer-se, ar rannvroioù da vezañ krouet hag deurioù ar pennadurezhioù naonedad a gave dezho e c'hell bezañ ur rannvro re strizh pa oa ar gêr-benn o kaout liammoù stank gant [[tiriad]]où all.<br>
 
== Istor ==
Dre m'emañ ar brezel o ren, ne vo nemet daou emvod en e brantad, e [[Pondi]] (Gwengolo 1917) hag [[An Alre|en Alre]] (Gwengolo 1918) hag adlañset e voe e 1920 gant Frañsez Vallée, kadoriad. Erlec'hiet e voe e diwezh ar bloaz gant Jean Choleau a voe bet pennibil an an aozadur goude marv Jos Parker e [[1917]].<br>
E miz Kerzu [[1921]], hervez ster he daou anv, ''Unvaniez Arvor'' a ya da vezañ ur gevredad savet etre 5 aozadur vreizhek : ar [[Bleun-Brug]], [[Brediah ar brehoneg]], [[Breuriez Breiz]], [[Goursez Breizh|Goursez Breiz]] hag [[Unvaniez Yaouankiz Breiz]], Met ezc eus bet nac'het gant Kevredigez Broadel Breiz mont er bourzh. Chañchet e voe titl ar gelaouenn ofisiel
(ne voe nemet 4 niverenn anezhi) evit "", kelaouenn drimiziek.
 
 
== Lennadurezh ==
* [[Georges Cadiou]], Emsav : Dictionnaire historique et critique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Fédération régionaliste de Bretagne.
* [[Michel Nicolas]], ''Histoire dde la revendication bretonne'', Coop Breizh, , 2007.ISBN978-2-84346-312-9
* [[Michel Nicolas]], ''Histoire dude mouvementla bretonrevendication bretonne'', SyrosCoop Breizh, , 19822007.ISBN978-2-84346-312-9
* AlainMichel DénielNicolas, ''LeHistoire du mouvement breton (1919-1945)'', ParisPariz, Éditions MaspéroSyros, 1976 (ISBN 270710826X)1982.
* [[Lukian Raoul]], ''Un siècle de journalisme en Bretagne'', Ar Gelvenegù, Le Signor, 1982.
* Alain Déniel, ''Le mouvement breton (1919-1945)'', Pariz, Éditions Maspéro, 1976 (ISBN 270710826X).
 
 
[[Rummad:Unvaniez Arvor]]