Frañsez Vallée : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Klokaet § Mennozhioù politikel
D Reizh. bihan
Linenn 71:
 
== Mennozhioù politikel ==
Darempredoù strizh en doe F. Vallée, hag bet lakaet da zrouiz e deiz kentañ, gant Skolaj ar Varzhed (ar Goursez) a brezegenne evit galloudoù lec'hel hep ma vo chañchet enbezhiadezh Breizh e Bro-C'hall, met ne bledas ket ingal gant an aferioù politikel estreget ar yezhoù keltiek.<br> Pa yeas darn bras ar Varzhed e-maez ar KBB e asantas F. Vallée bezañ ezel poellgor an Unvaniez Yaouankiz Arvor ha pa voe adsavet an aozadur e 1920 ez eas da gadoriad e-pad un nebeut mizioù, a-raok bezañ erlec'hiet gant [[Jean Choleau]].
E [[1916]] e embannas ur pennad e ''Kroaz ar Vretoned'' evit aprouiñ darsav Pask an Iwerzhoned ken e voe trenket ar soubenn gant an eskob Morelle hag ne zeuas ket mui ar stagadenn er-maez e-pad mizioù. Pa teuas war wel remziad ar vroadelourien e tegemeras anezho, ha Mordiern ivez, evel "tud an dazont" hag e teujont da gentañ abadenn foran [[Unvaniez Yaouankiz Breiz]] e 1923 (an anv kentañ a oa bet : ''Groupe régionaliste breton'') a zo bet dalc'het e Sant-Brieg e 1919. Diouzhtu e kinnigas pennadoù o tennañ d'ar yezh (''Perziou mat ar brezoneg'' e 1921) hag e anzavas Olier Mordrel e voe, e-pad daou vloaz, ''Breiz Atao !'', ur gelaouenn digor d' an den gouiziek<ref>E dalc'had Mordrel, miret er Kreizenn enklask war Breizh hag ar broioù keltiek, e kaver un destenn ar frazenn-mañ enni : "(Avant 1926, Breiz Atao !) était l'organe de Vallée".</ref>.<br>
Dre ar pennad, ''Dismantrou da adsevel'', embannet e derou ar bloaz [[1923]] e komprener mat spered politikel Vallée ha ne oa ket aon gantañ pa kave gwell sevel liammoù gant "rannvroelourien yaouank". Ar re-se a boueze war ar brezhoneg evel arouez ar [[mammvro|vammvro]] ha ne lavarent grik e-keñver ar stourmoù relijiel. En ur lenn ar frazenn diwezhañ e intenter ez eo mortuaj kuzh an eskob, met n'eo ket ur meuleudi. Ha pedomp ma teurvezo gant Doue pellaat diouzhimp gwalenn an eskobelezh divreizhat. (reizhskrivadur gant ''Hor Yezh''). Marvet e oa Jules-François Morelle, eskob Sant-Brieg,d'an 6 a viz Genver 1923 hag hemañ n'en doa harpet implij ar brezhoneg en e eskopti morse. F. Vallée a gont m'eo bet disrannet ar brezhoneg etre Treger ha Leon, ha pa eo talet ouzh an dra gant "Breuriez-veur ar Brezhoneg", …, ar c'helaouennou, war al leoriou er yez unvan evel an ''Notennou diwar-benn ar Gelted koz'', ha dreist-holl war an deskadurez. Kendalc'h a ra gant obererezhioù ar veleien hag al leanezed divrezhonek o deus gallekaet ar barreziz. Ar pezh a ginnig F. Vallée a zo : "kreski ha kreñvaat hor gwask broadel, maga a-walc' a garantez-vro evit mirout ouz Breiziz da vont, dindan daouarn estren, da lazerien hor mammvro end-eün.… a-enep d'ar C'hallaoued a sav fals-istorioù Breiz e sell a Vro-C'hall … savomp istorioù reizh, evel hini Danio, e sell a Vreîz ! Pelloc'h e kaver ar e weledur evit an dazont : "… hag en em astenne ua c'han dre ar Bobl a gerze,…, dre hent reiz he Feiz kristen hag he Gouenn geltiek". N'eus ket da vezañ souezhet pa weler e padas ar genskriverezh gant [[Roparz Hemon]] un tregontad bloavezh<ref>Hervez R. Hemon , hema~~a grogas gant ul lizher da F. Vallée wa-dro 1915. Sellit Favereau.</ref>.
 
== Levezon Abherve e emsav ar brezhoneg ==
Diskouez a ra Fañch Morvannou e savas eneberezhioù a-berzh skrivagnerien a gave dezho e briente F. Vallée hag e ziskibl Mordiern ur yezh re "chimik" (termen implijet gant Tangi Malmanche) hag lamet he startijenn boblel. [[Loeiz Herrieu]] a gavas kalz a draou da rebech ivez<ref>Pennadoù e-barzh [[Dihunamb]] e 1936 ha 1937, meneget gant F. Favereau.</ref>. Koulskoude e tenne kalz a geriou arnevez diouzh ar re glevet ha diouzh al lennegezh, ken plegus e oa arv rakgerioù hag al lostgerioù. Gant ar geriadur bras eo bet talet ouzh digresk ar vrezhonegerien lennek, an darn anezho o vezañ ar veleien. Merzañ a ra F. Morvannou e implije [[Pêr-Jakez Helias]] gerioù nevez ne helle ket kavout estreget oberenn Vallée. Ur meuleudi splann a voe graet gant [[Fransez Falc'hun]] : "F. Vallée en deus savet al leoriou gwella a zo, hag a vezo c'hoaz e-pad pell amzer, etre daouarn kement hini a fell dezañ deski ma ar brezoneg…"<br>
Met, kreñvoc'h eo bet levezon an daou gouizieg war ar Walarnourien, Roparz Hemon e penn ar bagad. Hervez F. Favereau, "(e vage hemañ) doujañs hag azaouez ouzh ar paotr kozh, kaer eo gouzout". N'eus ket da izelaat pouez ar c'hrouiñ dornlevrioù ha geriadurioù fardet en un doare skiantel evit ar remziad hanter-desket e brezhoneg hag ar Vreizhuheliz a zeue d'ar bolitikerezh vreizhat.<br>
An drouiz, ur spered hollgeltieg gantañ, a gomprenas ar skouer bras a roe an Iwerzhoned o gounit o emrenerez e 1921 (an dizalc'hiezh evit gwir). Fallaenn ar brezhoneg iliz a gasas war hentoù politikel serzh hag ma chomas mut peurvuaiañ, ur paeron kuzh e teuas da vezañ evit ar re a groue ul lusk lennegel dispac'hel, pa ne oa ket lennegel e spered tamm ebet. Roparz Hemon, ha [[Frañsez Kervella]] ivez, a zo bet hêred Vallée war an talbenn yezhoniel.