Unvaniez Yaouankiz Vreiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 28 Gwe 2020 da 17:07

Ur strolladig broadelourien vreizhat e voe Unvaniez Yaouankiz Vreiz a zo bet oberiant eus miz Mae 1920 betek miz Eost 1927. Dilezet e voe ar an anvadur rannvroelour evit kaout ul lavar frankoc'h war dazont Breizh a tlefe mont da vezañ ur Stad.

Ragistor

A-raok ma vo echu ar Brezel-bed kentañ un nebeud izili eus ar Strollad Broadelour Breiz (SBB) o doe savet ar Stroll rannvroelour breizhek (Groupe régionaliste breton). Hervez Yann FouéréH. prado, ha Michel Nicolas[1] e teuas davetu pevar ezel ar SBB kozh, Morvan Marchal, Job Loyant, Job de Roincé, tri baotr yaouank ha desket mat, Olier Mordrel, Yann Brikler ha Frañsez Debauvais. Entanet e oant gant istor Breizh ha e soñje dezho e c'hellfe bourc'hizelezh "vroadel" Vreizh sevel a-du krouidigezh ar Stad nevez. Dibabet o doe an anvadur "régionaliste" evit desachañ izili an daou aozadur rannvroelour (Kevredigezh Broadel Breizh hag Unvaniez Arvor
E Genver 1919 e embannont niverenn gentañ Breiz Atao a chomo titl kelaouennoù ar strolladoù broadelour a zeuio war he lerc'h. Implijet e vo titl ar gelaouenn evit envel ar vroadelourien vrezhon dre vras[2]. E 1921 e weler pazennoù evezhiek davet ar raktres broadelour o tont : "Ur vammvro, ur vammvro vras en he unan eo Breizh. evit klotañ gant laz broadel Breizh e c'houlennomp ar Home rule hag evit laz broadel Breizh e c'houlennomp ma chomimp staget ouzh Bro-C'hall. Ma 'z eus ur vroadegezh gant Breizh, da lavared eo perzhioù dibar e-ke, ez-poellver ar ouenn, ar yezh hag an Istor disheñvel diouzh re ar broioù nes, ne c'hell ket, hervez ar poell, gouzañv ma vo roet dezhi ur statud heñvel ouzh an hini a vo roet da broviñsegezhioù (provincialités) ordinal e Bro-C'hall."[3]

Ur strollad radikaloc'h

E Mae 1920 e ya ar Stroll rannvroelour breizhek da vezañ Unvaniez Yaouankiz Vreiz hag eo bet adaozet ar reoladoù. Embann a reont dre ar mennad kentañ : "An UYV a zo he fal lakaat Breizh da adsevel diwar kresk ar santad broadel, adc'hanidigezh ar sevenadur keltiek ha distro ar vuhez vroadel emren."[4]


Levrlennadur

  • Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne…des origines jusqu'aux années 1980, Speied, Coop Breizh, 2007.
  • Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton : Emsav, Pariz, Syros, 1982.

Notennoù ha daveennoù

  1. Histire de la revendication bretonne, p. 69.
  2. Redek e reas ur bomm-lavar nec'hus e darn Kreiz Breizh e-pad an Eil Brezel-bed hag e veze distaget : "Breiz Atao, mat da lac'ho !"
  3. Breiz Atao, nn 5-6, Mae 1921. Meneget gant Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton…, p. 76.
  4. Meneget gant Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne.p. 70.