Death Note : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Arko (kaozeal | degasadennoù)
D faziig yezh
Linenn 1:
{{Raktres Lise Diwan}}
[[Restr:Death_Note_logo.jpg|thumb|right|300px]]
'''Death Note''' ('''デスノート''', distaget «desu nōto» e [[japaneg]]; «c’haierkaier ar marv» e [[saozneg]]) zo un [[manga]] japanek eus rummad ar re [[shōnen]] (memes m’eo tost ur [[suiri]]), krouet gant ar skriver senario [[Tsugumi Ohba]] ha gant an treser [[Takeshi Obata]]. Embannet eo bet evit ar wech kentañ er Weekly Shōnen Jump eus miz Kerzu [[2003]] betek miz Mae [[2006]]. Goude-se eo bet embannet e-giz gwir Shönen gant an ti embann KANA (hag o deus embannet [[Naruto]]) e miz Geñver [[2007]].
 
An istor a zo war Light Yagami, ul lisead hag a gav ur [[kaier|c’haier]] iskis : an « Death Note »... Ar c'haier-se a oa a-raok d’ur [[Shinigami]], un Doue ar marv, anvet Ryuk. An Death Note a ro ar galloud d’an hini a skriv e-barzh da lazhañ neb en deus c’hoant, adalek ma vez anavezet an anv ha penn an den. Gant sikour an Death Note, Light en deus c’hoant da grouiñ ur bed hep dorfed, ha merañ piv en deus ar gwir bevañ pe get.
 
Tri film sinema zo bet savet diwar Death Note, aet int er-maez e [[Japan]] etre [[2006]] ha [[2008]], hag ivez troet e tresadennoù-bev graet gant ar studio Madhouse hag aet er-maez er skinwel japanek eus an [[3 a viz Here]] betek ar [[26 a viz Even]] [[2007]].