24 eurvezh ar Mañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 22:
=== Ar vlenierien ===
Da gentañ ne oa reolenn ebet evit ar vlenierien, ha, ma oa implijet da nebeutañ daou vlenier gant pep skipailh e-pad ar bloavezhioù kentañ, e voe klasket gant tud zo ([[Pierre Levegh]] hag [[Eddie Hall]] da skouer) ober ar redadeg a-bezh gant ur blenier nemetken, evit mirout amzer eus cheñchamantoù blenierien. Berzet e voe se diwezhatoc'h. E fin ar bloavezhioù 1980 e voe embannet e voe ret d'an holl skipailhoù lakaat tri blenier da redek hag arabat e voe redek muioc'h a beder eurvezh diouzh renk hag ouzhpenn se e voe berzet redek e-pad muioc'h a bevarzek eurvezh, evit klask gwellaat ar savete.
 
== Troiad ==
[[Restr:Circuit de la Sarthe track map.svg|250px|vignette|dehou|Troiad ar Sarthe gant troiad Bugatti.]]
Redek a reer 24 eurvezh ar Mañs war [[Troiad ar Sarthe]] diwar an anv an [[Sarthe|departamant]]. Ur meskaj etre troiad peurbadel hag hentoù foran difennet d'ar publik da vare ar redadeg. Abaoe 1923 e oa bet kemmet an troiad meur a wezh diwar abegoù surentez dreist-holl. Goude ma'z ae e-barzh kêr [[Ar Mañs]] e penn-kentañ e voe berraet an troiad evit gwareziñ an arvesterien ha krouet e voe kourb Dunlop ha biraj an Tertre Rouge evit ober al liamm ouzh an troiad kozh betek [[Mulsanne]]. E 1990 e voe cheñchet an troiad c'hoazh diwar goulenn an [[Fédération Internationale de l'Automobile|FIA]] a nac'he aotreañ un troiad ennañ ul linenn reizh hiroc'h eget 2 km. Div chikan a voe lakaet ouzhpenn neuze war al linenn reizh 6 km, ur raktres a oa bet e preder an aozerien o welet pegen fonnus ez ae an otoioù e fin ar bloavezhioù 1980, betek 405 km/h e fin al linenn reizh. Bremañ ne'z a ket buanoc'h eget 330 km/h. Bremañ eo 13,626 km hed.
 
Un diforc'h bras zo etre al lodennoù peurbad hag al lodennoù foran eus an troiad. Abalamour ma vez implijet kalz gant an dud n'eo ket peurvat an hentoù foran, n'eo ket plaen-plaen ha dreist-holl e vank eus ar c'homenn a vez lakaet war an troiad gant an otoioù redadeg, da nebeutañ e penn-kentañ ar redadeg, ar pezh a laka ar vlenierien da gaout nebeutoc'h a c'hrip. Ne serrer al lodennoù foran eus an troiad nemet un nebeud eurvezhioù a-raok an esaeoù hag ar redadeg ha digeriñ a reer anezho hogozik diouzhtu goude fin ar redadeg. Berr-tre eo an amzer evit staliañ ha distaliañ an harzoù-surentez tro-dro da lodennoù foran an troiad.
 
== Istor ==