Iwan-Vari Tillenon : diforc'h etre ar stummoù

skrivagner brezhonek
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 5 Her 2020 da 17:45

Iwan-Vari Tillenon (Yves-Marie Tillenon e marilh ar boblañs) a zo un apotiker hag ur barzh brezhonek, ganet d'an 21 a viz Mezheven 1884, e Lanniliz ha marvet d'an 15 aviz Here 1943, e Parz (14vet). Kemer perzh a reas d'Emsav kentañ ha ezel Skolaj ar Varzhed evel oviz, ha drouiz da c'houde, eo bet gant anv-barzh hag anv-drouiz, Al Louzaouer. Pennadoù ha sonioù brezhonek en deus savet ha lezet en deus studiadennoù dornskrivet. Oberiant e-touez Brezhoned o chom e Pariz.


Buhez

FrañsezMari Tilenon ha Mari Ivona Boucher a oa anvioù e dud e gas d'ober e studioù e Skolaj Sant-Frañsez Lesneven ha ne vo sioul e yaounkiz pa kavas tu bezañ kaset d'an toull-bac'h e degouezhoù zo. Lezet da vont pa oa seitek ez eas da Roazhon evit studiañ an apotikerezh. Eno e emezelas gant Breuriezh ar Studierien Vreton ha gant Kevredigezh Broadel Breiz. E 1905 e voe implijet evel darbarer apotiker e Brest.
E 1911 e voe degemeret evel oviz er Goursez digor Karnoet hag e tibabas anv poblus e vicher, Al Luzaouer, evel lesanv drouizel. E 1913 e voe oberiant evit dastum arc'hant hag aozañ sevel ar piler a enor war vez Yann-Frañsez ar Gonideg e Konk-Leon. Beajiñ a reas e Iwerzhon hag e Kembre a-raok mont da labourat e Honfleur betek 1914.



Levrlennadur

Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992.