The Spierig Brothers : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 6 Her 2020 da 12:07

Breudeur gevel eo Peter Spierig ha Michael Spierig, ganet d'an 29 a viz Ebrel 1976, lesanvet The Spierig Brothers, zo sevenerien filmoù, produerien ha skrivagnerien senario Alaman-aostralian.

Peter ha Michael o deus kroget da seveniñ filmoù e 2003 gant ar film Undead. Enoret e oant bet gant ur priz evit ar gwellañ efedoù ispisial gant an Australian Film Institute evit o eil film Daybreakers (2010) gant Ethan Hawke ha Willem Dafoe. Pep tra a vez graet ganto asambles: ar skrivañ, produiñ ha filmañ. Ouzhpenn-se e labouront kalz war an efedoù ispisial, labour ar son ha didroc'hañ pe adsevel ar filmoù.

Predestination, film embannet ganto e 2014 diazezet war un istor berr skiant-faltazi "—All You Zombies—" gant Robert A. Heinlein a oa bet degemeret mat-tre. Kenskrivet ha filmet gant ar geveled, tu a oa gwelet Ethan Hawke, Sarah Snook ha Noah Taylor evel aktourien penn.

Liammoù diavaez