Stroll-skol Sant-Frañsez Itron Vari Lesneven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Her 2020 da 16:50

Stroll-skol Sant Frañsez Itron Varia a zo un ensavadur deskadurezh prevez digoret e 1835 e Lesneven. E anv boutin e-pad dekbloavezhiadoù a voe Skolaj Sant-Frañsez. Lesanvet eo bet "ENA bihan ar Leon", ken niverus eo bet an dud stummet ennañ ha a zo bet deuet da vezañ illur e Breizh da c'houde. Hiziv e endalc'h ur skolaj hag ul lise dindan kevrad gant ar Stad, goude bezañ bet lec'h ur skol kentañ derez, ur greizenn stummadur tiegezh hag ur skol uhel evit ar sternidi.

Istor

Ar Skolaj kumun

Herve Roudaut, person Plouneour-Traezh, pennrener Skolaj Kemper ma oa bet anezhañ a-raok an Dispac'h, a soñjas dezhañ e adsevel e-barzh leandi kozh ar Récollets. Prena~~a reas darnvuia~~ar savadurioù hag e c'hellas degemer ur c'hantad a skolajidi. Dre ordrenañs ar Roue Loeiz-Fulup e voe adanvaet da skolaj kumun hag e grouer anvet da bennrener.

Ensavadur Sant-Frañsez a Asiz

E 1908 e voe digoret ar skol kentañ derez an Itron Varia. E 1914 e voe kemmet an anv da Ensavadur Sant-Frañsez a Asiz dindan pennrenerezh an abad Alain Moënner. Digoret e voe ur greizenn stummadur tiegezh hag Skol ar sternidi.

Skolaj Lise Sant-Frañsez

E 1961 e voe kevrataet ar skolaj hag al lise dindan anv Skolaj Lise Sant-Frañsez.


Tud illur bet studierien

Levrlennadurezh