Drouizelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Astenn : termeniñ, levrlennadurezh
Linenn 2:
[[ Restr:GorseddDigorHanvec1.jpg|thumb|upright=1.35|Drouiz Meur Breizh [[Gwenc'hlan Le Scouëzec]] asambles gant Archdrouiz Kembre ha Barzhez Veur Kernow o lidañ 100vet deiz-ha [[Goursez Vreizh]], e [[Hañveg]] (1999).]]
 
'''Drouizelezh''', a-wezhoù ''drouizouriezh'', anvet ''nevezdrouiselezh'' peurvuiañ e bed ar skol-veur, a zo anezhañ ur redenn vennozhioù, pe [[breudeuriezh|vreudeuriezhel]] pe [[relijion|relijiel]], - an daou asamblez moarvat; - evit ma vo staliet ar gendoniezh, hag an [[doujañs]] e-kenver ar bed [[natur]]el. Betek gwareziñ an endro hag ar boudoù e c’hell bezañ astennet ar savboent-se. Sevel liammoù gant ar bed naturel a ya da lakkaat an berzhidi da dostaat ouzh temzioù-spered ar relijionoù [[paganiezh|pagan]] kozh, hini an drouized a voe pennadurezhioù speredel ar Gelted kozh da gentañ -holl.
Darnvuiañ an drouizelezh a denn d'ar paganiezh|baganiezh hag a nac'h ar relijionoù all, met e-doug an daou kantvedgantved kentañ e embanne bezañ kristenien ha drouized. N’eus ket anv eus an drouizelezh a-raok an XVIIIvet kantved, e [[Londrez]] hag en em kinnig muioc'h evel ul luskad sevenadurel hahag, a wezhokeltiegourwezhoù, keltiegour.<br>
Azaouez ha bri e-keñver an [[Natur]] eo pennaennoù kreis an ''drouizelezh'' hag diouto e teu an tech evit kemer perzh e luskad an [[trevvaouriezh]]. Gwelet e vez ivez drouized an amzer-mañ o azaoueziñ an Hendadoù, ar re a oa o vevañ en [[Ragistor|amzerioù ragistorel]], da gentañ.
 
== Istor ==
En XVIIIvet kantved, pa oa ar [[Romantelezh|romantelourien]] saoz o kanmeuliñ ar [[Kelted|Gelted]] a veve e [[Preden]] e-doug [[Oadvezh an Houarn]] e kave mat an Drouized, seurtanvet ganto o-unan, klask dreveziñ beleien an amzerioù kozh-se e oa anavezet dindan an anv-mañ. Dister e voe an anaoudegezhioù diwarno ha pa embann al luskad drouizel a-vremañ bezañ penn ur chadennad a savfe dezho, n’eus ket tu kavout an gendalc’herezh. Fazioù ha droukintentoù war ar grafoù-se a zo bet kavet e labourioù ar ouizeien an XVIIvet kantved ha n’int ket da vezañ miret goude m’eo aet resisoc’h ha fonnusoc’h an enklaskoù istorel.<br>
E dibenn an XVIIIvet kantved, diwar patrom ar [[Frañmasonerezh]] e voe savet [[breuriezh]]où o memoriñ pennoù an Drouized hag ar Varzhed kozh lakaet da arouezioù ar speredelezh hengenidik er Preden ragistorel. Diazezet eo bet e 1781 [[Ancient Druid Order|Urzh an Drouized gozh ]] a voe hag a zo c’hoazh ul luskad sevenadurel, met Gorsedd yr Beirdd, hag eñ savet 50 bloaz a-raok, a zo politikel ha sevenadurel, ken liammet eo gant an emsav kembraek.
 
==Termenadur==
 
[[File:An Arch Druid in His Judicial Habit.jpg|thumb|Diwar an Drouized e teu an drouizelezh bouetet gant skeudennoù ijinet o lenn testennoù an Henamzer evel ar skeudennadur-se graet en XIXvet kantved.]]
 
Savet eo bet an termen "drouizelezh" diwar an anv roet d'ar re a rae war-dro an Hud relijiel e Kornog-Europa en-doug Oadvezh an Houarn hag drouized a zo bet graet eus outo. N'eo ket kavet kendalc'herezh ebet etre ar re-se hag an drouized seurtanvet ganto o-unan en amzerioù modern. Koulskoude, emañ kalz a zrouized a-vremañ oc'h embann e reont lidoù kevatal d'ar re a voe graet er Ragistor.
 
E-touezh diazezerien an drouizelezh e kaver, da gentañ holl, ar C'hembread, [[Iolo Morganwg]], a fardas testennoù kembraek kinniget evel kozh-tre<ref>The Myvvirian Archaeology of Wales.</ref> ha dastumet [[hengoun]] a-holl-vizkoazh ar speredelezh kelt enno. Ma darn al lidoù kinniget gantañ a yeas da vezañ sevenet e-doug festival arzel an [[Eisteddfod]] (ken kozh hec'h orin ma 'z eus roud anezhi en XIIvet kantved), ne gredas ket enebiñ relijion an drouized ha ar relijion kristen ha ne veze ket gouzañvet he nac'hañ en amzer-se.<br>
Kempred e voe embannadur barzhonegoù lakaet war gont [[Ossian]], ur barzh skos eus an amzerioù kozh, gant [[James MacPherson]]. Lennet ha prizet e voe taolennadurioù buhezioù ar Skosiz kozh gant tud illur en Europa a-bezh ([[Voltaire]], [[Napoleon]] ha [[Thomas Jefferson]]) a-raok ma vo prouet e voe goveliet pep testenn gant MacPherson e-unan. Diouzh ar skridoù-se e voe degaset muioc'h a zanvez eget an nebeud testennoù gresianek ha latin, pa n'eus ket a vammennoù kempred e yezhoù keltiek a veze implijet gant an drouized. Dre an enklask [[hendraouriezh]]el e denner nemet traezoù mut hag ne c'hell ket bezañ asur gant ar pezh a intenter diouzh deskrivadur an drouized savet gant an Iwerzhoniz goude un degad a gantvedoù. Ne c'heller ket sevel peurstudi kredennoù hag obererezhioù an drouized gozh.
 
 
 
 
 
== Levrlennadurezh ==
* Jean-Louis Brunaux, ''Les druides : Des philosophes chez les Barbares'', Pariz, Éditions du Seuil, 2006, {{ISBN978-2-02-079653-8}}.
* Barry Cunliffe, ''Druids : A ,ery Short Introduction'', Oxford University Press, 2011, {{ISBN978-0-19-161378-4}}.
* Venceslas Kruta, ''Les Celtes, Histoire et Dictionnaire'', Pariz, Robert Laffont, 2000, {{ISBN2-7028-6261-6}}.
* Christian-Joseph Guyonvarc’h, ''Magie, médecine et divination chez les Celtes'', Pariz, Payot, 1997 {{ISBN2-228-89112-6}}
* Christian-Joseph Guyonvarc’h, Françoise Le Roux, ''Les Fêtes celtiques'', Roazhon, Ouest-France Université, , 1995, {{ISBN2-7373-1198-5}}.
* Yann Brekilien, ''La Mythologie celtique'', Monaco, Éditions du Rocher, 1993, {{ISBN2-268-01631-5}}.
* Philippe Le Stum, Le néo-druidisme en Bretagne (1890-1914), Roazhon, Ouest-France
* Christian-Joseph Guyonvarc’h, Françoise Le Roux, ''La Civilisation celtique'', Roazhon, Ouest-France Université, 1990, {{ISBN2-7373-0297-8}}.
* Francoise Le Roux, Christian-J. Guyonvarc’h, ''Les druides'', Ouest France 1986, {{ISBN2-85882-920-9}}.
* Nora K. Chadwick, ''The Druids'', University of Wales Press, Kerdiz, 1966, {{ISBN0-7083-1416-3}}.
* Miranda J. Green, ''Exploring the World of the Druids'', Londrez, Thames and Hudson, 1968
 
== Notennoù ha daveennoù ==
 
[[en:Druidry (modern)]]
 
[[Rummad:Drouizelezh]]