24 eurvezh ar Mañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 25:
 
Er bloavezhioù 1990, abalamour da dizh an otoioù hag o welet pegen skuizh e oa ar vlenierien e voe divizet ne c'hellje ket ar vlenierien bleniañ e-pad ouzhpenn 240 munutenn war ur prantad 6 eurvezh. En ur labourat mat e c'helle ar skipailhoù implijet daou vlenier nemetken (evel [[Jeroen Bleekemolen]] ha [[Cooper MacNeil ]] e 2014) met chom a reas ar boaz da redek gant tri blenier. Ur cheñchamant all a voe graet e 2017 evit leuskel an ofisourien da rediañ ar vlenierien da chom hep redek ouzhpenn 80 munutenn diouzh renk ha d'ober ehanoù 30 munutenn ma vez tommoc'h an aer eget 32° C.
 
=== Kustumoù ha reolennoù dibar ===
Goude ma oa perzh eus [[Kevezadeg bed ar C'hirri Sport]] e oa reolennoù disheñvel d'ar redadeg e-keñver an doare da redek hag ar surentez abalamour d'he hirder, met pas hepken. E-pad meur a zegad e ranke an holl otoioù redek un eurvezh-pad hep lakaat dourennoù en oto - da skouer eoul pe dourenn-yenaat - hep kontañ an [[eoul-tan]]. Soñj an [[Automobile Club de l'Ouest|ACO]] a oa rediañ ar saverien-kirri da sevel otoioù fiziapl. Ar re ne oant ket gouest da badet kement a amzer hep adlakaat dourennoù a c'helle tapet ur c'hastiz.
 
Ur reolenn dibar d'ar Mañs eo e rank an otoioù bezañ mouget pa chomont a-sav er standoù da lakaat eoul-tan. Un doare da greñvaat ar surentez eo dre ma n'eus ket kement a riskloù da gaout ur gwalldan met un doare eo ivez da brouiñ pegen fiziapl eo an otoioù dre ma vez start adlakaat an otoioù da vont e-pad ur redadeg. Ouzhpenn d'ar reolenn-se eo difennet d'ar mekanikourien labourat war an oto pa vez lakaet eoul-tan enni, estreget evit sikour ur blenier da vont kuit eus an oto pe da vont e-barzh dre ma c'hellont en ober e-pad ma vez adlakaet eoul-tan e-barzh an oto. Adalek 2009 e voe lakaet reolennoù ouzhpenn : n'eo aotreet nemet daou vekanikour d'ober war-dro an oto war al linenn-standoù. A-walc'h eo evit cheñch ar rodoù met ma fell d'ur skipailh ober muioc'h a draoù war an oto pe gounid amzer ma vez da dresañ un dra bennak e rank kas an oto e-barzh ar c'harrdi. Talvezet a ra ar reolennoù-se evit [[Kevezadeg bed an Andurañs]] ivez.
 
Kustumoù dibar d'ar Mañs a zo ivez, da skouer d'an disparti ma vez diskouezet ar banniel triliv d'ar vlenierien tra ma tremen aerlistri-jet dreist al linenn-zisparti o kas mogedoù glas-gwenn-ruz. E fin ar redadeg e vez diskouezet holl bannieloù-surentezh gant komiserien ar redadeg evit reiñ o gourc'hemennoù d'ar vlenierien.
 
Ganet e oa bet er Mañs ivez ar c'hustum da c'hlebiañ an dud tro-dro gant champagn. Pa oa bet tapet an trec'h gant [[Dan Gurney]] asambles gant [[A.J.Foyt]] e [[1967]] en doa gwelet en traoñ ar podiom rener [[Ford]] [[Henry Ford II]], rener ar skipailh [[Caroll Shelby]] asambles gant ur strollad kazetennerien o doa diouganet ez aje o redadeg da fall. Hejañ a reas Gurney ar voutailhad champagn warno.
 
== Troiad ==