Morvan Marchal : diforc'h etre ar stummoù

1 253 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
Astennadur dwb buhez, politikerezh ha drouizelezh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Astennadur dwb buhez, politikerezh ha drouizelezh)
[[File:Morvan-marchal.jpg|thumb|Morvan Marchal krouer ar baniel Gwenn-ha-du]]
'''Morvan Marchal''', ''Maurice Charles Marchal'' en ti-kêr, ganet d'an [[31 a viz Gouhere]] [[1900]] e [[Gwitreg]] ha marvet d'an [[13 a viz Eost]] [[1963]] e [[Pariz]], a oa un tisavour hag un emsaver politikel breton, unan eus diazezerien [[Unvaniezh Yaouankiz Breiz|Strollad RanvroelourienRannvroelourien Breiz]] hag e gelaouenn, [[Breiz Atao]]. Ezel eo bet eus Unvaniez ar [[Seiz Breur]]. Brudet eo evel krouer banniel Breizh modern, ar [[Gwenn-ha-Du]], e [[1923]]. E dibenn e vuhez en em troas daved an [[drouizelezh]].

== Buhez ==
Goude studioù war an Arzoù e [[Roazhon]] e tapas an eil renk e kenstrivadeg [[Priz Roma]] e [[1924]]. A-raok ez emezelas en [[Unvaniez ar Seiz Breur]] hag e [[1923]] e kinnigas "ur banniel modern evit Breizh vodern", ar Gwenn-ha-Du. Gwelet e voe war tal Ti Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e [[1925]] ha berzh bras a reas ken eo deuet hollvrudet ar banniel. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar "Seiz Breur" war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal.

Oberiant e voe en [[Emsav|Eil Emsav]], met e [[1935]] e tilojas evit staliañ e [[Laval]] e guzulva tisavour. E Skol an Arzoù-Kaer Roazhon en doe tu da zistreiñ evel kelenner war an tisavouriezh. E-pad an Eil-Brezel-bed e tiskouezas bezañ a-du kreñv gant an [[Alamagn|Alamaned]] hag e voe paket e-barzh ar [[Karzhadeg|Garzhadeg]] ken e voe rediet chañch micher ha labourat evit Gaz de France e rannvro Pariz.

Klañv ha nammet e oa e dibenn e vuhez. E Pariz e voe beziet goude e varv e 1963 ; tremen tregont vloaz diwezhatoc'h, e [[1997]] e voe treuzkaset e relegoù da [[Kastell-Geron|Gastell-Geron]] m'emañ margav ar familh.

== Obererezh politikel ==
E-touez diazezerien Strollad RanvroelourienRannvroelourien Breiz hag e gelaouenn Breiz Atao e [[1919]] eo bet, hag eñ studier e Skol an Arzoù-Ker, e Roazhon.

Dre vras, termenet eo bet obererezh politikel M. Marchal evel ur saviad war an tu-kleiz hag an tu kreveadelour. Gant Morvan Duhamel e kemeras penn Strollad Emrenourien Breizh e Kendalc'h Kastellin e [[1928]]. Er c'huzul-ren e oa pa oa bet savet ar strollad e Gwengolo [[1927]] hag e voe lakaet da kengadoriad. Eñ eo a tegasas gwirioù implij an titl ''BreîzBreiz Atao'' d'ar strollad. Emezelañ a reas er frañmasonerezh e tro ar bloavezioù-se<ref>Etre 1924 ha 1927 hervez Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945… p. 430.</ref>. Goude an disoc'hoù dister a dapas ar strollad e dilennadegoù [[1930]], [[MaorisMaurice Duhamel]] hag eñ a roas o dileztilezioù e [[1931]]. Goude beza~~bet unan eus diazezerien Breiz kevredadel e Eost 1931, e tilezas eus outi a-benn nebeud amzer. Dilezel a reas ivez an ober politikel brezhon hag e roas e anv d'ar Strollad Radikal-Sokialour<ref>Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945… p. 430.</ref>.

Ne voe anv mui anezhañ war an dachenn bolitikel a-raok ar [[bloavezhioù 1940]], pa roas e anv d'ar ''Rassemblement national populaire'' renet gant Marcel Déat, ur politikour gall entanet gant ar c'henlabourat gant an [[Naziegezh|nazied]]. Pennadoù a skrivas e kelaouenn ar strollad, darn anezho gant mennozhioù [[Enepyuzevegezh|enepyuzev]].

Goude an Dieubidigezh e voe kaset dirak al [[lez-varn]] ha tamallet e voe dezhañ bezañ bet o taremprediñ ar ''Sicherheitdienst'', Servij Surentez ar polis nazi, e Roazhon ha miret liammoù strizh gant [[Olier Mordrel]].
Didamallet e voe dre destoù un nebeud frañmasoned a zisplegas e oa bet dindan urzhioù ar [[Rezistañs]] pa oa o c'henlabourat gant an Alamaned. Koulskoude e tapas pemzek bloavezh a [[Zizenor broadel|zizenor broadel]] a viras outañ kendalc'h gant e vicher ; digounaet e voe e [[1951]].

E [[1961]] ez emezelas er MOB, ''Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne''.

Klañv ha nammet e oa e dibenn e vuhez. E Pariz e voe beziet goude e varv e 1963 ; tremen tregont vloaz diwezhatoc'h, e [[1997]] e voe treuzkaset e relegoù da [[Kastell-Geron|Gastell-Geron]] m'emañ margav ar familh.

== Drouizelezh ==
E 1942 e teu ar gelaouenn Nemeton er-maez ha Morvan Marchal (an drouiz "Artunovios") ha Rafig Tullou (an drouiz "Neven Lewarc'h") en he penn. Klask a rejont ar skridaozerien da ledana~ur speredelezh keltiek ha norzhek enebet da hini ar Mor Kreisdouarel hag hini r Yuzevien. Ne voe nemet pemp niverenn.

== Enorioù ==
Ur straed war e anv zo e [[Gwitreg]].

== Levrlennadur==
* LionelGeorges HenryCadiou, ''DictionnaireEmsav biographique: dudictionnaire mouvementhistorique breton''et critique, YoranCoop EmbannerBreizh, 2016. Pennad : Marchal, Maurice, dit Morvan.{{ISBN|978-2-91657984346-59387-71}}
* Lionel Henry, ''Dictionnaire biographique du mouvement breton'', Yoran Embanner, 2016. Pennad : Marchal, Morvan. {{ISBN|978-2-916579-59-7}}
* Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945, Pariz, Maspéro, 1976. Meur a venegoù ha pennadig : Marchal, Maurice Charles.

== Notennoù ha daveennoù ==

{{Daveoù}}

{{DEFAULTSORT:Marchal, Morvan}}
4 185

kemm