Morvan Marchal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astennadur dwb buhez, politikerezh ha drouizelezh
Linenn 3:
 
== Buhez ==
Mab e oa d'un enbroed gall, Joseph Victor Marchal, ganet e 1874 e [[Gérardmer]] e departamant ar [[Vosges]].
Goude studioù war an Arzoù e [[Roazhon]] e tapas an eil renk e kenstrivadeg [[Priz Roma]] e [[1924]]. A-raok ez emezelas en Unvaniez ar Seiz Breur hag e [[1923]] e kinnigas "ur banniel modern evit Breizh vodern", ar Gwenn-ha-Du. Gwelet e voe war tal Ti Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e [[1925]] ha berzh bras a reas ken eo deuet hollvrudet ar banniel. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar "Seiz Breur" war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal.<br>
Oberiant e voe en [[Emsav|Eil Emsav]], met e [[1935]] e tilojas evit staliañ e [[Laval]] e guzulva tisavour. E Skol an Arzoù-Kaer Roazhon en doe tu da zistreiñ evel kelenner war an tisavouriezh. E-pad an Eil-Brezel-bed e tiskouezas bezañ a-du kreñv gant an [[Alamagn|Alamaned]] hag e voe paket e-barzh ar [[Karzhadeg|Garzhadeg]] ken e voe rediet chañch micher ha labourat evit Gaz de France e rannvro Pariz.