Gnaeus Pompeius Magnus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Hw-pompey.jpg|thumb|Pompeius Meur]]
'''Gnaeus Pompeius Magnus''', Pompeius Meur pe '''Pompeius''' a oa un jeneral, politikour ha den-a-Stad roman, ganet d'an 29 a viz Gwengolo [[-106|106 kent JK]] er [[Picenum]] (er [[Marche]] a-vremañ), en [[Italia]], ha drouklazhet d'an 29 a viz Gwengolo [[-48|48 kent JK]] e [[Pelusium]], nepell diouzh [[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] Egipt. Dimezet e oa bet pemp gwech, gant [[Julia]], merc'h [[Caius Julius Caesar|Caesar]], peurgetket.
 
O vezañ kanmeulet peogwir e tistrobas ar [[Mor Kreizdouar]] eus morlaeron [[Kilikia]] hag a-drugarez d'e ergerzh-brezel a-enep da [[Mitridates VI|Vitridates]] etre [[-67]] ha [[-63]], e skoulmas Pompeius e [[-60]] un emglev gant Caesar ha [[Crassus]], an [[Triumvirelezh kentañ|Driumvirelezh kentañ]], o lodennañ ar galloud etrezo. Divroc'het gant ar [[Sened]] e teuas da vout brasañ enebour Caesar da c'houde. E [[-49]] e strakas ar brezel-diabarzh. O vezañ klasket repu en [[Egipt]] e voe lazhet eno dre urzh ar faraon [[Ptolemaios XIII]].
Linenn 32:
[[Restr:Cesar-and-pompey-_1414._Palazzo_Pubblico.jpg|thumb|235px|Caesar ha Pompeius, taolenn eus 1414 (gant Taddeo di Bartolo)]]
Goude marv Crassus e-kerz faezhidigezh [[Carrhae]] ([[53 kent JK]]) a-enep d'ar [[Parthed|Barthed]], hag e-keit ha ma edo Caesar e [[Galia]], edo Roma dindan an trubuilhoù hag an dispac'hadegoù. Dindan levezon [[Bibulus]] ha [[Cato]] e voe mouezhiet gant ar Sened ul lezenn evit envel Pompeius da goñsul nemetañ evit [[52 kent JK]]. Koulskoude e kemeras hennezh e dad-kaer nevez, [[Metellus Scipio]], da genseurt evit pemp miz diwezhañ e goñsulerezh. E [[49 kent JK]] e lakaas da embann edo Caesar e-maez al lezenn. Betek Roma e kerzas Caesar da neuze o treuziñ ar stêr [[Rubico]], ha Pompeius, tapet berr gantañ, a guitas Roma evit mont da [[Brundisium|Vrundisium]] e-lec'h ma adkavas dalc'hidi dezhañ, senedourion zo hag ar goñsuled.
 
=== Emgann Pharsalus ===
Peogwir ne c'helle ket paeañ e soudarded e kavas gwelloc'h diwall diouzh un emgann gant e enebour diouzhtu o lestrañ war-zu [[Gres]]. E-keit ha ma oa Caesar o vrezeliñ ouzh dalc'hidi Pompeius en [[Hispania]] e vodas hennezh lejionoù roman ar Reter. Goude ur stourmadenn gentañ e [[Tessalia]] he doa gwanet lu Caesar e fellas da Bompeius peurdrec'hiñ e enebour. E [[48 kent JK]] e tegouezhas [[emgann Pharsalus]]. Daoust d'e lañs dre an niver e voe trec'het Pompeius hag e oa ret dezhañ tec'hout kuit. A-drugarez d'an emgann-se e kemeras Caesar an tu-kreñv war an ''optimates''.
Linenn 39 ⟶ 40:
Tad [[Sextus Pompeius]] ha [[Pompeius ar Yaouank]] a oa Pompeius.
 
[[Rummad:Henroma]]
[[Rummad:Konsuled Republik Roma]]
[[Rummad:Politikourien drouklazhet]]