The Velvet Underground : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Liammoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
==Prantadoù kentañ ar strollad==
 
E dibenn 1964 e voe hadet diwan ar Velvet Underground, da heul un nebeud strolladoù "garage" berrbad get [[Lou Reed]] (ganet e 1942), e [[Nevez-York (kêr)|New-York]]. Ha setu degouezhet er strollad [[John Cale]] (ganet e 1939), ur [[Bro-Gembre|c'hembread]] anezhañ, harluet d'ar [[Stadoù Unanet]] a-benn studiañ [[sonerezh klasel]]. Kenlabouret en doa hemañ get [[John Cage]] ha LaMonte Young, met ne oa ket diforzh doc'h ar sonerezh rock. Setu Reed ha Cale é soniñ a-stroll, degaset gete levezonioù ha meizadennoù disheñvel, e-barzh pezh a zay da vout ar Velvet Underground (''The Primitives'' a voe un anv berrbad arall e penn kentañ). Da c'houde e voe dibabet [[Sterling Morrison]] da gemer perzh er strollad get e c'hitar, hag Angus MacLise get e daboulinoù (The Primitives a yeas da ''The Warlocks'', ha da c'houde ar ''Falling Spikes'' a voe un anv arall d'ar strollad). A-zoc'h ur levr skrivet get [[Michael Leigh]] a-ziwoud Sado-Mazocherezh (!!) e oa bet kavet un anv da vat, da viken, the Velvet Underground. Un añv hag a glotañglota mat get ur sonenn savet get Lou Reed d'ar mare-se, ''"Venus in Furs"'', diwanet e-barzh e spered diàr ur [[levr]] skrivet get [[Leopold Sacher-Masoch]]. Sioul a-walc'h e oa sonerezh ar Velvet e penn kentañ ar strollad, pa oa Mac Lise ennañ c'hoazh, met trubuilhet ha luziet e tay da vout a-benn nebeud... E-kreiz an hañv 1965 e voe graet un enrolladenn standilhon get Reed, Cale ha Morrison, ha kaset un eil enrolladenn da vro Saoz get Cale, roet da vMariann Faithful, get ar spi ma vo diskouezhet da vMick Jagger, met grik erbed diàr-benn an dra-se goude (e 1995 e voe klevet e-barzh un abadenn get Peel).
 
Levezonioù "avant-garde", sonioù krai, trouzus ha peurgarg, larsenoù, en tu 'rall d'ar sonerezh "pop", setu arouezennoù sonerezh ar Velvet Underground, a-du 'rall, e herezh a vo e-barzh sonerezh ur yoc'h strolladoù (punk dreistholl hag alternativ ivez) bleadoù àr-lerc'h achuamant e vuhegezh. Degaset e voe ur live [[barzhoniezh]] nevez hag uheloc'h get pozioù peurlipet ha peurgempennet Lou Reed. Un hent nevez d'ar rock a voe digoret get ar Velvet, un dispac'h e-keñver pezh veze graet e-raok a vo lâret get darn, un taol arnod hag a gemmas liv ar rock penn da benn. Get ar Velvet e oa achu da vat get [[spered]] plaenig, eeun hag hegredik ar rock pop...