Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 59:
=== Devarim ===
{{Pennad pennañ|Levr an Adlezenn}}
Pempvet Levr an Torah eo ''Devarim'', pe an [[Adlezenn]]. Ar pennadoù 1 da 30 zo sarmonioù, tri anezho, lavaret dirak an Israelited gant Moizez war plaenenn [[Moab]], ur pennadig a-raok antreal en [[Douar prometed]]. Gant ar sarmon kentañ ez eus kaoz eus an daou-ugent vloaz o kantreal en dezerzh o doa kaset anezho d'ar poent-se, oc'h echuiñ gant ur galv da zoujañ d'al lezenn (pe d'ar c'helenn) a vez graet anezhi [[Lezenn Moizez]] abaoe. An eil a zegas soñj d'an Israelited o ezhomm da heuliañ an Aotrou hag al lezennoù (pe ar c'helenn) En doa roet dezho : diouzh o doare da heuliañ anezho emañ o dalc'h war an Douar prometet. An trede a ro ar spi dezho e vije restaolet an Douar ha pa vije torret o le ha kollet an Douar gant ma vije goulennet digarez. Ar pevar fennad diwezhañ zo enno [[Kanenn Moizez]], [[Bennozh Moizez]] hag istorioù diwar-benn tremen ar galloud eus Moizez da Josue[[Yehoshoua]] a-raok marv Moizez war [[Menez Nebo]].
 
Goude m'eo kinniget evel ar gerioù lavaret gant Moizez a-raok aloubadeg [[Kanaan]] e soñj d'ar skiantourien modern e teu eus hengoun [[Rouantelezh Israel]], rouantelezh an Norzh, a oa bet kaset da rouantelezh ar Su, hini [[Rouantelezh Judah|Judah]] goude aloubadeg an [[Assirianed]] (en VIII{{vet}}VIIIvet kantved kt JK}}) a-raok bezañ adaptet hag adaozet e raktres broadelour ar roue [[Yoshia]] ({{VIIvet kantved kt JK}}). Adaozet e voe ar stumm diwezhañ da vare an Harlu e Babilon er {{VIvet kantved kt JK}}. Hervez ur bern skiantourien e teu war wel el levr-se ezhommoù ekonomikel ha statud sokial al Levited, a zo moarvat skrivagnerien al Levr.
 
Unan eus e werzennoù anavezetañ eo Adlezenn 6:4 eo [[Chema Yisrael]] a zo deuet da vezañ embann kadarn an identelezh [[Yuzevegezh|yuzev]] : "Selaou, Israel ; An [[YHWH|AOTROU]], hon Doue, a zo Doue nemetañ." Gwerzennoù 6:4-5 a voe meneget gant [[Jezuz]] hervez [[Aviel Mark|Mark]] 12:28-34 evel perzh eus ar Gourc'hemenn Veur.