Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 70:
 
Hervez ar skiantourien vodern ne oa ket bet skrivet gant Moizez avat, met kentoc'h gant meur a skrivagner war meur a gantved. Tabut taer zo avat diwar-benn kenarroud, skrivagnerien ha deiziadoù an Torah. E-kerzh ar brasañ eus an {{XXvet kantved}} e oa a-du a-walc'h eus an arbennigourien war [[martezeadenn an dielloù]] a ginnig peder mammenn disheñvel daspunet gant ur skridaozer : J, ar vammenn Yawhek ; E, ar vammenn Elohek ; P, ar vammenn Belegek ha D, ar vammenn Adlezennek. Ar vammenn goshañ, J, a vije bet aozet er VII{{vet}} pe VI{{vet}} kantved hag an hini nevezañ, P, war-dro ar {{Vvet kantved kt JK}}.
 
En dekad diwezhañ an XX{{vet}} kantved e kouezhas ar c'henemglev diwar-benn ar vartezeadenn-se.<ref>Carr, David M. (2014). "Changes in Pentateuchal Criticism". In Saeboe, Magne; Ska, Jean Louis; Machinist, Peter (eds.). Hebrew Bible/Old Testament. III: From Modernism to Post-Modernism. Part II: The Twentieth Century – From Modernism to Post-Modernism. Vandenhoeck & Ruprecht. ISBN 978-3-525-54022-0.</ref> Diazez ar rebech-se a voe savet gant al labour skiantel diwar-benn an hengounioù dre gomz evel mammenn ar skridoù, o c'houlakaat ne oa ket J hag E istorourien ha skrivagnerien met kentoc'h dastumerien ha skridaozerien.<ref>Thompson, Thomas L. (2000). Early History of the Israelite People: From the Written & Archaeological Sources. BRILL. ISBN 978-9004119437.</ref> Rolf Rendtorff a ginnigas neuze e vije diaeze an Torah gant istorioù dizalc'h kendeuzet tamm ha tamm e unvezioù brasoc'h lakaet asambles e-pad daou brantad, an hini kentañ lesanvet 'Adlezennek', an eil 'Belegek'<ref>Ska, Jean Louis (2014). "Questions of the 'History of Israel' in Recent Research". In Saeboe, Magne; Ska, Jean Louis; Machinist, Peter (eds.). Hebrew Bible/Old Testament. III: From Modernism to Post-Modernism. Part II: The Twentieth Century – From Modernism to Post-Modernism. Vandenhoeck & Ruprecht. ISBN 978-3-525-54022-0.</ref> D'ar c'hontrol e vroud [[John Van Seters]] martezeadenn an ouzhpennadennoù : deuet e vije an Torah diwar un heuliad labourioù da lakaat danvez ouzhpenn d'un diazez a oa anezhi dija.<ref>Van Seters, John (2004). The Pentateuch: a social-science commentary. Continuum International Publishing Group. ISBN 9780567080882.</ref> Ur vartezeadenn nevez-diellek zo bet savet o respont da vurutelladennoù d'ar vartezeadenn gozh hag o kemer e kont hentennoù nevez da c'houzout eus peseurt mammenn eo tennet an testennoù.
 
== Daveoù ==