Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 79:
 
Ur bihan-niver a skiantourien a gav gwelloc'h ganto lakaat skriadozadur diwezhañ an Torah er mare hellenistek (333–164 kt HM) pe c'hoazh da vare an Hasmoeed (140–37 kt HM).<ref>{{en}}Greifenhagen, Franz V. (2003). Egypt on the Pentateuch's Ideological Map. Bloomsbury. ISBN 978-0-567-39136-0.</ref> Kaset e oa bet war-raok gant Russel Gmirkin ar soñj n'eus tamm meneg ebet eus an Torah, na eus an Ermaeziadeg, na eus darvoud biblek all e [[Papyrusoù Elephantine]], ur seurt trevadenn yuzev en Ejipt eus ar {{Vvet kantved kt JK}}.
 
== Torah hag ar Yuzevegezh ==
Ar skridoù rabbinek a embann e voe roet an Torah dre gomz da [[Moizez|Voizez]] war ar [[Menez Sinai]]. Hengoun ar [[Ortodoksiezh yuzev|Yuzevegezh reizhkredour]] a lavar e oa bet lakaet dre skrid e-pad daou-ugent vloaz en dezerzh, met kalzig a Yuzevien nann-reizhkredour a zo a-du gant kenemglev ar skiantourien a embann e oa bet meur a skrivagner d'an Torah hag e oa bet skrivet war meur a gantved.
 
Gant an Talmud (Gittin 60a) a ginnig daou zoare diwar-benn penaos e oa bet skrivet an Torah gant Moizez. Unan eus an doareoù-se a lavar e oa bet skrivet tamm ha tamm a-feur ma oa bet distilhet, echuet un tammig a-raok ma varvas tra ma embann an eil doare e oa bet skrivet en un tamm tost d'e varv diwar an holl draoù a oa bet distilhet dezhañ a-hed ar bloavezhioù.
 
An Talmud (Menachot 30a) a embann ne c'hell ket an eizh gwerzenn diwezhañ a gaoz diwar-benn marv hag obidoù Moizez bezañ skrivet gantañ hag e voent skrivet gant [[Yehoshoua]]. [[Abraham ibn Ezra]] ha [[Joseph Bonfils]] o doa gwelet e oa e-barzh an eizh gwerzenn-se titouroù a rankje bezañ anavezet gant an dud kalz diwezhatoc'h goude marv Moizez. Arbennigourien all a nac'h an doare-se da welet an traoù, embann a reont ne oa ket skrivet gant Moizez met diskuliet e oant bet memestra dezhañ hag en doa distilhet anezho da Yeohoshoua. Gant an Torah e vez taolennet darvoudoù an amzer da zont hervezo.
 
Un darn bras eus ar [[Yuzevegezh virour]] ha eus ar [[Yuzevegezh adreizhet]] a embann ne c'helle ket an Torah a-bezh bezañ skrivet gant Moizez.
 
Hervez mojennoù zo e oa bet kinniget an Torah da holl bobloù ar bed a-raok bezañ kinniget d'an Israelited a oa ar re gentañ o doa degemeret anezhi.
 
== Daveoù ==