Mikael Bodlore-Penlaez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhp. hag adaoz.
D Munudoù
Linenn 14:
| luskad =
| rumm =
| enorioù = Kolier an Erminig, 2016
| oberennoù pennañ = ''Atlas Breizh ''<br> ''Atlas ar bed keltiek''<br> ''Atlas ar broadoù hep Stad en Europa''
| sinadur =
Linenn 20:
| lec'hienn =
}}
Skrivagner brezhonek ha gallek, kartennour hag emsaver [[Breizh|breizhat]] eo '''Mikael Bodlore-Penlaez''' (''Michel Bolloré'' hervez ar stad keodedel), bet ganet e [[Brest]] d'an [[24 C'hwevrer]] [[1975]]. Skrivañ a ra e galleg hag e brezhoneg. Kemeret en deus perzh ivez e krouidigezh an [[astenn internet]] <big><kbd>.bzh</kbd></big>.
 
== Buhez ==
Studiet en doe an diorren lec'hel e [[Skol-Veur Breizh-Izel]] e Brest. E [[Kemper]] emañ o labourat hag o chom.
 
== Oberoù ==
Diouzh e vicher eo dedennet gant ar [[kartennouriezh|gartennoùriezh]] hag e plij dezhañ sevel kartennoù hag atlasoù a denn da Vreizh ha d'ar pobloù minoraelaet. Pourveziñ a ra kartennoù evit levrioù embannet e Breizh.
Asambles gant Divi Kervella en doe savet, skeudennet ha sinaet meur a levr war an tachennoù e vourrent plediñ ganto : kartennouriezh, [[bannielouriezh]] hag [[ardamezouriezh]]<ref>Deskrivet en deus o labourioù boutin e-barzh eur pennad (Al Liamm, 427, Ebrel 2018) e koun e gomper.</ref>. Krouet en doe e 2005, gant skoazell Divi Kervella, Geobreizh , porched douaroniel Breizh, evit pourveziñ kartennoù brezhonek, kartennoù Breizh istorel, rolloù anvioù douaroniel…<ref>Roll ennet diouzh al lec'hienn : kartennoù Breizh, tennet evit ul lod brasañ anezho eus Atlas Breizh ; kartennoù frank a wirioù e c’hellot implijout evel ho peus c’hoant war ho lec’hiennoù internet ; foñsoù ar c’hartennoù evit ar c’helennerien pe ar studierien evit mont pelloc’h gant labourioù diwar-benn Breizh (stumm skeudenn, vektoriel pe shapefile evit ar c’hartennourien a-vicher) ; titouroù a-bep seurt diwar-benn douaroniezh Breizh, hag e brezhoneg ouzhpenn-se ha kartennoù Breizh, pobloù Europa pe ar bed. Gwelet d'an 25 Here 2020.</ref>
 
E [[1999]] en deus krouet al lec’hienn ''Eurominority.eu'' ha war-lerc’h en deus renet ''Atlas ar broadoù hep Stad e Europa'', ul levr diwar-benn stad pobloù minorelaet e Europa, ha troet e saozneg hag e galizeg. Stourmañ a ra evit gwir ar pobloù d'en em dermeniñ ha kemeret en doa perzh en intrudu YesBreizh.net a gas war-raok [[dizalc’hiezh]] Breizh.
 
Ur soner [[violoñsell|gaolviolin]] anezhañ ez eo dedennet gant ar [[sonerezh klasel]] e Breizh hag en deus kensavet ul levr gant [[Aldo Ripoche]].
Linenn 33 ⟶ 35:
 
E [[2015]] en doe krouet ar gevredigezh Bannieloù Breizh m'emañ prezidant anezhi.
 
E [[1999]] en deus krouet al lec’hienn ''Eurominority.eu'' ha war-lerc’h en deus renet ''Atlas ar broadoù hep Stad e Europa'', ul levr diwar-benn stad pobloù minorelaet e Europa, ha troet e saozneg hag e galizeg. Stourmañ a ra evit gwir ar pobloù d'en em dermeniñ ha kemeret en doa perzh en intrudu YesBreizh.net a gas war-raok dizalc’hiezh Breizh.
 
Kemeret en deus Mikael Bodlore-Penlaez perzh er stourmadeg evit ma vo degemeret an astenn [[Internet]] <big><kbd>.bzh</kbd></big> evit Breizh. E [[2006]] en deus skignet ur [[goulennadeg]] war lec’hienn ''Geobreizh.com'' evit-se. A-drugarez d’an obererezh-se o deus en em ziazezet meur a strollegezh lec'hel (Rannvro Breizh peurgetket) gant un doare ofisiel. Deuet eo da vezañ besprezidant ar gevredigezh ''www.bzh'' he deus bet d’an [[13 a viz Mae]] [[2013]] an aotre gant an ICANN ''(Internet Corporation for Assigned Names and Numbers)'' da implijout an astenn nevez.
 
== Enorioù ==
Resevet en doe [[Kolier an Erminig]] digant [[Skol-Uhel ar Vro]] e [[2016]]<ref>Pennad e-barzh Le TélégrameTélégramme https://www.letelegramme.fr/finistere/collier-de-l-hermine-les-quatre-promus-17-08-2016-11184495.php. Gwelet d'an 25 Here 2020</ref>. Video evit [https://www.skoluhelarvro.bzh/institut-culturel-de-bretagne/les-hermines/mikael-bodlore-penlaez/ ar c'hinnigadur].
Roet eo bet ivez dezhañ e 2013 priz al levr [[Produet e Breizh]] evit al levr-pladenn ''Sonerezh klasel Breizh'' er rummad "Levrioù e brezhoneg".
Gounezet eo bet gantañ priz al levr Produet e Breizh evit ''Atlas Breizh'' e [[2011]] e rummad ''Bam d’ar galon'' ha priz kentañ eus priz rannvroel ar brezhoneg.<br>